Emgann Allt a' Bhonnaich

Eus Wikipedia
Delwenn vodern Robairt Brus en Allt a' Bhonnaich

Emgann Allt a' Bhonnaich (Blàr Allt a' Bhonnaich e gouezeleg; Battle of Bannockburn e saozneg) a zo un emgann bras hag a c'hoarvezas e-kichen Sruighlea e Bro-Skos d'ar 24 a viz Mezheven 1314 ma voe faezhet armead ar roue saoz Edouarzh II gant armead ar Skosiz kaset gant Raibeart Brus. Gant an trec'h-se e voe gounezet da vat dizalc'hiezh Bro-Skos.