Emgann Ahvenkoski

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Emgann Ahvenkoski
Pont Rajasilta e 1918.

Deiziad: 10 a viz Ebrel hag ar 5 a viz Mae 1918
Lec'h: Ahvenkoski, Finland
Disoc'h: Trec'h ar re enep komunour
Tiriad changes:Finland
Emgannerien
Flag of the German Empire.svg Impalaeriezh alaman
Flag of Finland.svg Valkoiset
Socialist red flag.svg Republik Sokialour Labourerion Finland
Pennoù-brezel
Flag of the German Empire.svg Otto von BrandensteinSocialist red flag.svg Oskar Vinter † (fuzuilhet)
Niver a emgannerien
800800-900
Tud lazhet
Flag of the German Empire.svg 13 d'an nebeutañSocialist red flag.svg 13 d'an nebeutañ
300 fuzuilhet d'an nebeutañ

Emgann Ahvenkoski a voe stourmet e-pad brezel diabarzh Finland, etre an 10 a viz Ebrel hag ar 5 a viz Mae 1918 en Ahvenkoski (e svedeg: Abborfors), e Finland, etre Impalaeriezh Alamagn ha Gwarded Ruz Finland (finneg: punakaartit), bezen Republik Sokialour Labourerion Finland, lesanvet Finland Ruz. E-pad darn eus an emgann, an nerzhioù engouestlet a bep tu a oa kuzhet e fozioù difenn nepell diouzh ar stêr Kymi. Ahvenkoski ha trowardroioù ha traoñienn Kymi e oa al lec'hioù diwezhañ mestroniet gant ar gomunisted. An emgann-se a voe an hini diwezhañ eus ar brezel diabarzh drastus. Echuet e oa gant kodianidigezh ar gwarded ruz finlandat d'ar 5 a viz Mae. An trec'h a oa bet gant ar re Wenn finlandat hag an Impalaeriezh alaman.

Kodianidigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krog e oa ar re Ruz da godianañ d'ar 4 a viz Mae, da gentañ e kêriadennig Inkeroinen en Anjalankoski. Ar re Wenn a aloube Kotka memes abardaez. Eno 4000 komunour a godiane hep tenn pe dost. Ne chome mui nemet etre 800 ha 900 gward ruz en Ahvenkoski. Ar marc'hata en Ahvenkoski a oa bet graet gant kannaded estren. E tu ar re Ruz e oa Juho Kaven, ul labourer 24 vloaz eus Malmi, Helsinki. Ar re Wenn a c'houlenne ur godianidigezh hollek, met an Alamanted o devoa rediet anezho da asantiñ e vefe dieubet ar soudarded ha dalc'het an ofiserien ruz nemetken. Da c'hwec'h eur goude merenn, d'ar 5 a viz Mae, e oa rentet o armoù gant ar Gwarded Ruz.

Ar godianidigezh a voe asantet hag e-tro 800 Gward ruz a heulie ar penn ofiser Oskar Vinter dre al linennoù Alaman e kornôg ar stêr d'ar 5 a viz Mae. Ur wech treuzet ar pont Rajasilta, e rofont o armoù. En desped d'ar marc'hata, ar soudarded ne voent ket dieubet. Ur wech prizoniet ar re Ruz, ar Re Wenn finlandat a lakae a gostez an ofiserien, an ofiserien etre hag izel, ar sindikalisted. Ar re-se a voe kaset e kreñvlec'h Svartholm. Erruet eno e voent holl fuzuilhet. Ar re all a voe dalc'het e-pad an noz e kêriadenn Vähä-Ahvenkoski, ha kaset goude-se evit an darn e toulloù-bac'h gwenn e su Finland. E-fin ar sizhun goude e voe lazhadeget e-tro 300 komunour e traoñienn Kymi.