Mont d’an endalc’had

Elizabeth Gaunt

Eus Wikipedia
Elizabeth Gaunt.

Elizabeth Gaunt marvet e Londrez d'an 23 a viz Here 1685 a oa ur Saozez lakaet d'ar marv evit an torfed a drubarderezh. Rebechet e oa bet dezhi da vezañ beet un ezel eus an irienn lesanvet Rye House Plot evit lazhañ ar roue Charlez II. Bez e voe ar vaouez ziwezhañ o vezañ kondaonet d'ar marv evit un torfed politikel e Bro-Saoz.

Devadenn Elizabeth Gaunt taolennet el levr Cassell's Illustrated History of England.

Gaunt a oa ur varc'hadourez advadezourez e Londrez. Merc'h e oa da Anthony Fothergill of Brownber, eus Ravenstonedale. Brudet e oa da reiñ bod d'an dud heskinet evit abegoù relijiel pe politikel. Hervez an eskob Burnet, tremenet he devoa "he buhez gant oberennoù a vad, o weladenniñ an toulloù-bac'h, oc'h ober war-dro ar re baour n'eus forzh piv e oant".

Sikouret he devoa un ezel eus an irienn c'hwitet lesanvet Rye House Plot, e 1683, James Burton, da dec'hout etrezek Amsterdam. Ur wech ma voe harzet Burton e 1685, e tamallas dezhi da vezañ bet e-barzh an taol, evit klask saveteiñ e vuhez dezhañ. En gwirionez n'he devoa netra da welet gant an afer, ar varnadenn a voe graet dezhi a oa un abadenn bolitikel. David Hume a skrivas: "Roet e voe dezhañ un disteurel evel gopr evit e drubarderezh hag hi a voe devet ent-vev evit he madelezh." Kondaonet e voe d'ar marv evit an abeg a drubarderezh en Old Bailey d'an 19 a viz Here 1685.

Gaunt a wele ar varnadenn evel ur verzherinti hag hervez an testoù implij a reas ar fent betek lakaat an arvesterien da leñvañ dre c'hoarzhin. Lakaet e voe d'ar marv dre devadenn ha nac'het e voe dezhi da vezañ mouget, devet e voe bev. William Penn krouer Pennsylvania, hag a voe arvester eus al lazhadeg a embannas he "varvas gant un ingalded, tost d'al levenez, a bammas ar re a welas-se". Gerioù diwezhañ ar vaouez a oa bet:

"My fault, was one which a prince might well have forgiven. I did but relieve a poor family and I must die for it."[1]

Laret e vez e voe ur gorventenn ramzel war Bro-Saoz goude he varv, evit tud ar mare ur sin eus kounnar Doue evit he varv.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • The History of England from the Accession of James II, gant Thomas Babington Macaulay
  • The History of England in Three Volumes, Vol.I., Part F., gant David Hume

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]