John Cassell

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
John Cassell

John Cassell ganet d'an 23 a viz Genver 1817 ha marvet d'an 2 a viz Ebrel 1865 a oa ur skrivagner, embanner ha mouller a orin saoz.

Saver an embregerezh Cassell & Co e voe, un ti-moullañ brudet evit e levrioù deskadurezh hag e embannadurioù romantoù a lodennoù. Bez' e voe unan eus an embregerezhioù kentañ oc'h embann istorioù a lodennoù. Ouzhpenn se e oa brudet Cassel evit bezañ ur marc'hadour te ha kafe hag ur poster arc'hant e bed an aferioù. Kristen kredour don, stourmet en deus e vuhez-pad a-enep an alkolegezh (en temperance movement) e Bro-Saoz. Stourmet en devoa ivez evit diskenn an tailhoù war an embann, stourmet en devoa ivez evit degas deskadurezh d'an dud vunut. Soñjal a rae dezhañ e oa ret deskiñ renkad al labourererien evit gwellaat e stad truezus. Embann a rae levrioù ha kazetennoù evit degas deskadurezh ha sevenadur d'ar brasañ niver.

Ar Grasoù dres a-raok emgann Azincourt. Skeudenn tennet eus Cassell's History of England lodenn 1.