Elisabeth Auguste von Pfalz-Sulzbach
Marie Elisabeth Auguste von Pfalz-Sulzbach (Mannheim 1721-1794 Weinheim) a oa ur briñsez alaman.
Merc'h e oa da Joseph Karl von Pfalz-Sulzbach (1694-1729) ha da Elisabeth August Sofie von der Pfalz(1693-1728). Merc'h-vihan e oa da Karl III Philipp, Dilenner Pfalz, ha da Karl Theodor Bavaria.
Eured
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas da Garl IV Theodor (1724-1799), Priñs-Dilenner Pfalz, adal 1742 (evel Karl IV), ha Priñs-Dilenner Bavaria, adal 1777 (evel Karl II).
Aozet e oa an eured evit mirout ouzh un tabut etre skourroù an tiegezh diwar-benn an hêrezh. Troet e oa Karl Theodor gant prederouriezh ar Sklêrijennoù hag Elisabeth Auguste a oa leun a vuhez ha troet gant plijadur ar garantez, ha ne gave ket er gêr, met ne oa ket desket kaer.
Ur bugel he doe Elisabeth Auguste, ur mab badezet Francis Louis Joseph, d'an 28 a viz Mezheven 1762, ugent vloaz goude an eured; met ar mab pennhêr hirc'hortozet a varvas en deiz war-lerc'h ma voe ganet. Neuze e vevas pep hini eus an daou bried evel a gare, gant serc'h pe serc'heg. Gwech ebet ne voe kaoz a zibriediñ.
E 1764 setu ur serc'h da Carl Theodor an dañserez Françoise Despres-Verneuil. War he lerc'h, e 1766, e voe tro Josefa Seiffert, un dichekadenn ouzh Elisabeth Auguste. Adalek 1768 ez eas ar wreg da chom da gastell Oggersheim, gant he lez, met bep an amzer ez ae da weladenniñ he fried en e lez dezhañ; goude 1781 avat n'eas ken. Tristik e kave lez Bavaria, re spartek he doare. Karet e oa e Pfalz avat, seul mui ma'z eas Karl Theodor da chom da Vavaria adal 1777.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1793 e tec'has dirak an armeoù gall da repuiñ e Weinheim, ma varvas en 1794. Addimeziñ a reas he fried da Maria Leopoldine von Österreich-Este.