Karl Theodor Bavaria
Karl Theodor Bavaria, pe Karl Theodor von Bayern (1724-1799), a oa Priñs-Dilenner Pfalz (evel Karl IV) ha Bavaria (evel Karl II).
En 1741 e timezas da Elisabeth Auguste von der Pfalz-Sulzbach (1721-1794), merc'h-vihan ha pennhêrez an dilenner Karl III Philipp. Mervel a reas o mab ha bugel nemetañ en 1761. Bevañ a reas an daou bried pep hini en e du, ha besterd en doe an dilenner.
70 vloaz e oa pa varvas e wreg, met fellout a reas dezhañ addimeziñ rak krediñ a rae dezhañ e c'hallje kaout bugale, goude ma n'en doa ket bet eus e eured kentañ, peogwir en doa besterd a-hend-all.
Addimeziñ eta a reas en 1795, en desped da enebiezh ar wreg hag ar vamm-gaer, da Maria Leopoldine von Österreich-Este (1776–1848), a oa 52 vloaz yaouankoc'h egetañ. Nac'h a reas Maria kousket gant he fried, met ober a reas gant meur a hini all.
Mervel a reas da 75 bloaz.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech e timezas:
- E 1742, e Mannheim, da Elisabeth Auguste von der Pfalz-Sulzbach (1721-1794), merc'h da Joseph Karl Emanuel von Pfalz-Sulzbach ha d'e bried Elisabeth Auguste Sofie von der Pfalz; ur mab o doe hag a varvas prim:
- Franz Ludwig Joseph von Pfalz-Sulzbach (* 28./† 29 a viz Mezheven 1761
- E 1795, en Innsbruck, da Maria Leopoldine von Österreich-Este (1776–1848), merc'h da Ferdinand von Österreich-Este ha d'e bried Maria Beatrice d'Este, a oa 52 vloaz yaouankoc'h. Bugel ebet n'o doe: gwech ebet ne fellas d'ar wreg kousket gant he gwaz.
Besterd
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En darempred en doe gant an aktourez c'hall Françoise Després-Verneuil († 1765), kontez Parkstein:
- Caroline Franziska Dorothea von Parkstein (* 1762; † 1816 Ickelheim): dimeziñ a reas d'ar Priñs Friedrich Wilhelm zu Isenburg-Büdingen-Birstein (* 13 a viz Kerzu 1730 Birstein; † 12 a viz Here 1804 en Mannheim)
- ur mab (1764–1765)
Eus e zarempred gant Maria Josefa Seyfert, Kontez von Heydeck (1748-1771) e voe bugale all:
- Caroline Josepha Philippina von Bretzenheim (27 a viz Genver 1768 - 27 a viz Ebrel 1786); dimeziñ a reas d'ar c'hont Maximilian Josef von Holnstein (20 a viz Mae 1760 - 1838) en 1784
- Karl August Friedrich Joseph, Kont Heydeck ha Reichsfürst Bretzenheim (24 a viz Kerzu 1769 - 27 a viz C'hwevrer 1823), Mestr Urzh Malta e Bavaria, a zimezas e miz Ebrel 1788, en Oettingen, da Maria Walburga von Oettingen-Spielberg (29 a viz Eost 1766 - 8 a viz Mae 1833),
- Eleonore Caroline Josephine von Bretzenheim (9 a viz Kerzu 1771 - 23 a viz Kerzu 1832); a zimezas e miz Du 1787 d'ar C'hont Wilhelm Karl zu Leiningen(5 a viz Gouhere 1737 - 26 a viz Genver 1809); dizimeziñ a rejont e 1801;
- Friederike Caroline Josephine von Bretzenheim (9 a viz Kerzu 1771 - 2 a viz Meurzh 1816), gevellez da Eleonore; abadez Lindau; a zimezas e 1796 d'ar c'hont Maximilian von Westerholt-Gysenberg (1772 - 19 a viz 1854) ;
Eus e zarempred gant Maria Christine Edle von Hauer (* 1734; † 1796):
- Stephan Christian Freiherr von Stengel (* 6 a viz Here 1750; † 3 a viz Here 1822); dimezet e 1784 da Marianne von Blesen († 1802)[1].