Elesbed Bro-C'hall (1602-1644)
Elesbed Bro-C'hall, pe Élisabeth de France (e galleg) pe Isabel de Borbón (e spagnoleg), ganet e 1602 e Fontainebleau ha marvet e 1644 e Madrid, a oa ur briñsez c'hall deuet da vout rouanez Spagn ha rouanez Portugal.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Herri IV ha d'e bried Maria de' Medici. C'hoar e oa da Loeiz XIII. Dimeziñ a reas e 1615, da 13 vloaz, e kêr Bourdel, d'ar priñs spagnol Felipe, a oa mab pennhêr Felipe III, roue Spagn hag ivez roue Portugal (evel Filipe II), tra ma timezas he breur d'ar briñsez spagnol Anna Aostria (1601-1666)
Mervel a reas e 1644, hag he mab pennhêr Baltasar Carlos Spagn daou vloaz goude, e 1646. He merc'h Maria Tereza Spagn (1638–1683), a voe Rouanez Bro-C'hall pa zimezas da Loeiz XIV.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- María Margarita Spagn (1621);
- Margarita María Catalina Spagn (1623);
- María Eugenia Spagn (1625–1627);
- Isabel María Teresa Spagn (1627);
- Baltasar Carlos Spagn (1629–1646), Priñs Asturiez, marvet da 19 vloaz;
- Francisco Fernando Spagn (1634);
- María Ana Antonia Spagn (1636);
- Maria Tereza Spagn (1638–1683), Rouanez Bro-C'hall.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude he marv ec'h addimezas he fried da Varia Anna Aostria (1634-1696), merc'h da Ferdinand III.