Mont d’an endalc’had

Eleonora Luisa Gonzaga

Eus Wikipedia
Eleonora Luisa Gonzaga

Eleonora Luisa Gonzaga ( 1686 – 1741) zo ur briñsez italian.

Bugel nemeti he zud e oa. He zad e oa Vincenzo Gonzaga, Dug Guastalla ha Sabbioneta, hag he mamm, eil pried he zad, ha keniterv dezhañ, e oa Maria Vittoria Gonzaga.

E 1709 e voe dimezet en desped dezhi d'ar c'hardinal ( digardinalet) Francesco Maria de' Medici, dug Rovere ha Montefeltro, 26 vloaz koshoc'h egeti, tev evel ur varrikenn ha klañv-bras, evit reiñ un hêr d'e vreur Cosimo III de' Medici‎, dug-meur Toskana. Goude an eured avat ne fellas ket dezhi leuskel he fried kabac'h da dostaat dezhi. Mervel a reas Francesco Maria e 1710. Bugel ebet n'he doa bet Eleonora.

Goude marv he fried e kasas ur vuhez diroll. Chom a reas da gentañ e lez he niz Gian Gastone de' Medici (1671 - 1737), dug-meur Toskana. Goude e varv e veajas kalz dre Italia, da Badova ha Venezia dreist-holl, hag un tamm e-maez Italia. Meur a levrig a voe savet diwar-benn he c'harantezioù gant he servijourien ha meur a vastard he doe hervez ar c'hannad saoz Horace Mann: gant ur Monsù Filippo he devoa bet ur mab hag a voe anvet Ubaldo Velluti, ha lesanvet Mignonne, a voe rener ur skolaj e Roma, unan all a voe anvet Francesco Baulas, bet gant Pier Maria Materassi, lesanvet Monnicca; aet e vije ar Baulas da lean ha mervel (en em lazhañ marteze) a reas e 1765. Daou vab all he devoa bet ivez digant serc'heged all.

Dihelloù sirius avat a ra diouer, ha hervez Pieraccini, en e oberenn La stirpe dei Medici di Cafaggiolo, n'eo ket Eleonora Luisa a oa mamm d'an daou vastard all met he fried ar c'hardinal Francesco Maria, kalz a-raok e eured, digant ur vaouez anvet Teresa Rossimanni.

Eleonora Luisa Gonzaga a echuas he buhez e Padova, kollet he skiant ganti da vat, hag eno e varvas e 1741. Beziet e voe er Basilica di Sant'Antonio da Padova e-tal Brigida Pico (1691-1706), rejantez Mirandola ha Concordia.

Diwar-benn an eured eo bet savet ar pezh-c'hoari italianek Nero Cardinale, gant Ugo Chiti, ha c'hoariet gant Alessandro Benvenuti e 2002 .

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Conti G., Firenze dai Medici ai Lorena, Bemporad & Figlio, Firenze 1909.
  • Pieraccini G., La stirpe dei Medici di Cafaggiolo, Nardini, Firenze 1986.
  • Vannucci M., I Lorena, granduchi di Toscana, Newton & Compton, Roma 1998.