Elena Mayorova

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Elena Vladimirovna Mayorova (rusianeg: Еле́на Влади́мировна Майо́рова), ganet d'an 30 a viz Mae 1958 e Yuzhno-Sakhalinsk hag aet da Anaon d'an 23 a viz Eost 1997 e Moskov, a oa un aktourez filmoù ha c'hoariva soviedat. Enoret e oa bet gant priz ar Zaslujenny artist (Заслуженный артист, arzour dellezek).

Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Elena Mayorova a zo marvet en un doare iskis. D'an 23 a viz Eost 1997, dre gwallzarvoud pe a-ratozh e voe tan en he zilhad pa oa e skalieroù he ranndi. Entanet, redet he devoa dre ar blasenn vras dirak he ranndi o c'houlenn sikour ha semplet he oa. Devet e-tro 85% eus he gorf, marvet eo en ospital. Beziet e voe e Bered Troyekurovskoye, oadet e oa a 39 vloaz. Lod eus an dud a embann e oa bet un emlazh met n'eus prouenn ebet eus an dra-se.

He gwaz Sergey Sherstuk a zo marvet gant ur c'hrign-bev trumm nav miz war-lerc'h he marv d'an 23 a viz Mae 1998.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]