Mont d’an endalc’had

Electroclash

Eus Wikipedia

Electroclash a zo ur seurt sonerezh elektronek a zo diorroet war atiz sonerien c’hall hag alaman e dibenn ar bloavezhioù 1990 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 2000. Diorroet eo bet ivez a-drugarez da diez-embann pladennoù underground, dreist-holl International Gigolo Records, krouet e Munich e 1996 gant DJ Hell.

An dro-lavar electroclash a zo bet implijet evit ar wech kentañ gant Larry Tee, un aozer festivalioù sonerezh e New York. Bodañ a rae arzourien evel Chicks on Speed, Fischerspooner, Adult., Peaches pe c’hoazh Ladytron. Goude-se eo bet implijet an dro-lavar gant kazetennerien ar bed a-bezh, a-benn termeniñ ur rummad eus ar sonerezh elektronek. Rankout a reer lavarout memes tra ez eo un dro-lavar a denn da ved ar gazetennerien kentoc’h evit da hini ar sonerezh, rak gwall zisheñvel eo ar sonerezh a vez savet gant an arzourien a vez lakaet warno an dikedenn electroclash. Ouzhpenn gwrizioù ha levezonoù boutin ar sonerezh elektronek ez eo diazezet ar sonerezh electroclash war an italo disco, hag ur sonerezh aozet evit an dancefloor eo da vat.

Levezon tekno, disco ha pop

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er sonerezh electroclash e kaver meur a zoare sonerezh mesket, en o zouez re ar sonerezh tekno, pop, disco, new wave, EBM ha new beat, al lod brasañ anezho o vezañ bet savet er bloavezhioù 1980. Da lavaret eo ez eo ar sonerezh electroclash ur sonerezh pop ha disco-pop war un dro, lusket gant tekno-beat. A-fet komzoù ez eo disheñvel diouzh ar sonerezh house, ha teñvaloc’h e vez komzoù ar c’hanaouennoù electroclash.

Levezon rock ha punk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar sonerezh electroclash a zo levezonet gant ar sonerezh punk ha rock, ha setu perak ez eo staget ar ger clash (evel ar strollad punk The Clash) ouzh ar ger electro. Ouzhpen sonioù elektronek a glever en tonioù electroclash : gitar tredan, binvioù-sko ha kenaozerien a c’hiz kozh, mouezhioù enervet pe yen-tre. Emzalc’h ar sonerien electroclash a vez teñval hag atahinus, hag eil derez da vat eo ar rummad sonerezh-se.

Ur bed disheñvel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N’eus ket eus ar sonerezh electroclash hep leurenniñ : DJ Hell a voe an DJ kentañ en em ginnigas gant blev hir hag ur gwiskamant, adalek 1995. Golo e bladenn Munich Machine a denn da skritell ur film western. War goloioù pladennoù kentañ Miss Kittin ez eo gwisket evel ur glañvdiourez e-harz The Hacker hag a seblant bezañ ur serial killer. Brudet eo bet-hi a-drugarez d’he c’hanaouenn c’hoapaus diwar-benn marv Frank Sinatra. David Carretta a zo damheñvel ouzh Giorgio Moroder, met en un doare atahinusoc’h, gantañ ur gwiskamant mafioso war ur foñs roz da skouer. E donioù koulz ha skeudennoù e bladennoù a zo leun a zaveoù da skiant-faltazi ar bloavezhioù 1970. Tiga en em gemer evit dandy pop eus ar bloavezhioù 1980, etre Duran Duran ha David Bowie. Diorroet eo ar sonerezh electroclash en ur bedig underground da vat, evel m’eo bet diorroet ar sonerezh punk hag ar sonerezh tekno. Ouzhpenn da se e kaver ivez ul lodenn glamour ha rock er sonerezh electroclash, ar pezh a laka an dud da renkañ arzourien evel Tiga (Kanada), Infadels (Rouantelezh-Unanet) pe Vitalic (Bro-C’hall) er rummad electroclash.

Ur seurt sonerezh a vod an holl

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe kinniget gant ar media en un doare disprizus a-walc’h (sonerezh kitsch, kendonioù eeun, kan unton ha borodus, hag all) e krogas ar sonerien da lavarout ne raent ket sonerezh a seurt-se. Koulskoude e oa bet krouet ganto pevar pe bemp bloaz a-raok ma vefe dedennet ar media ganto. Ar sonerezh electroclash a zo heñvel ouzh ar sonerezh a veze produet e dibenn ar bloavezhioù 1990 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 2000 : ur meskaj eus kement tra bet ijinet en degadoù tremenet eo. Marteze ez eo an doare nemetañ da grouiñ hiziv an deiz : adimplijout an amzer dremenet war un ton skañv, dañsal memes war tonioù teñval o aergelc’h. Ouzhpenn da se ez eus bet bodet a bep seurt tud dre ar sonerezh electroclash : er bloavezhioù 1990 ne oa ket mui diouzh ar c’hiz ar sonerezh rock, ha ne oa ket kalz tud gwisket gant bragoù jeans, rak mare trec’h ar sonerezh elektronek e oa. Gant ar sonerien electroclash ez eus bet mesket reolennoù ar sonerezh rock diouzh un tu, ha re ar sonerezh elektronek diouzh an tu all, ha war un dro bodet tud ha ne oant ket boas da selaou sonerezh elektronek.

Arzourien electroclash

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Add N to (X)
  • Adult.
  • Fischerspooner
  • Miss Kittin and The Hacker
  • Vitalic
  • Chicks On Speed
  • Crowdpleaser, terence Fixmer
  • Felix da Housecat
  • Tiga
  • Codec & Flexor
  • Swayzak
  • Black Strobe
  • Gater
  • Golden Boy
  • Goldfrapp
  • Martini Brös
  • Audio-mastick