Elanus scriptus
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Elanus scriptus,
tresadenn gant Gould.
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Aves | ||
| Urzhad : | Accipitriformes | ||
| Kerentiad : | Accipitridae | ||
| Iskerentiad : | Elaninae | ||
| Genad : | Elanus | ||
| Anv skiantel | |||
| Elanus scriptus Gould, 1842 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Elanus scriptus[1] a zo ur spesad evned-preizh noz bihan eus ar c'herentiad Accipitridae.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
luc'hskeudennet tra m'edo o nijal.
Tennañ a ra kalz d'ar spesad Elanus axillaris panevet ar merk du e stumm al lizherenn M (pe V) a weler splann ouzh tuioù diabarh e bluñv askell pa vez o nijal. Savet e oa bet e anv diwar ar ger latin "scriptus" a dalv kement ha "merket", "skrivet".
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra, dreist-holl, diwar ur spesad razhed, Rattus villosissimus an anv skiantel anezhañ.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brosezat eo ar spesad e kreiz Aostralia[2].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Elanus scriptus el lec'hienn BirdLife International.
- (en) Elanus scriptus e lec'hienn an International Union for Conservation of Nature (IUCN).
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Elanus scriptus.

