El Manisero

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

El manisero (Ar marc'hadour kraoñ-marmouz) zo ur ganaouenn spagnolek[1] savet en 1928 gant ar sonaozour kuban Moisés Simons, (1890- 1945).

Kanerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rita Montaner a voe an hini a ganas ar ganaouenn da gentañ en 1927 (pe 1928) evit Columbia Records[2].
An doare brudetañ ha muiañ gwerzhet avat eo hini Don Azpiazu gant an Havana Casino Orchestra en Evrog Nevez en 1930 evit RCA Victor. El laz-seniñ-se e oa sonerien brudet evel Julio Cueva, Mario Bauza, hag ar c'haner Antonio Machín. En amzer-se e oa pladennoù 78 tro, ne veze ket dalc'het kontoù ar gwerzhioù evel bremañ, met peuzsur eo e voe gwerzhet ouzhpenn ur milion a bladinier eus an doare-se.

Da-heul ar ganaouenn e teuas giz ar rumba a badas betek ar bloavezhioù 1940. E-touez ar ganerion: Antonio Machín, Quinteto Son de la Loma, Caterina Valente[3] e 1950, Oscar D'León, Monguito, ...
Deuet eo ivez da vout ur pezh jazz sonet gant tud e-leizh, evel Louis Armstrong [4], Stan Kenton[5][6], Pérez Prado[7], Chucho Valdes [8], kanet gant Anita O'Day [9].

E yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klevet e vez El manisero e meur a film. En o zouez:

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Komzoù ar ganaouenn: [[1]]
  2. Kanet gant Rita Montaner : https://www.youtube.com/watch?v=WUElr_1D038
  3. https://www.youtube.com/watch?v=9Z_FMps9zzo
  4. https://www.youtube.com/watch?v=HY86LVcflHk
  5. https://www.youtube.com/watch?v=lw-wrARhtOU
  6. https://www.youtube.com/watch?v=1_okd-n42p0
  7. https://www.youtube.com/watch?v=uc8S35k-SJs
  8. https://www.youtube.com/watch?v=P1KyJtFowr4
  9. https://www.youtube.com/watch?v=iuWRYKImZRY
  10. https://www.youtube.com/watch?v=HY86LVcflHk
  11. https://www.youtube.com/watch?v=I2DiVdzcqPI