Mont d’an endalc’had

Ekrem İmamoğlu

Eus Wikipedia
Ekrem İmamoğlu
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhTurkia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denEkrem İmamoğlu Kemmañ
Anv-bihanEkrem Kemmañ
Anv-familhİmamoğlu Kemmañ
Deiziad ganedigezh3 Mez 1971 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCevizli Kemmañ
PriedDilek İmamoğlu Kemmañ
Yezh vammturkeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetturkeg, saozneg Kemmañ
Micherpolitiker, den a aferioù, real estate developer, den Stad Kemmañ
Kargmayor of Beylikdüzü, mayor of Istanbul, mayor of Istanbul, mayor of Istanbul Kemmañ
Bet war ar studi eİstanbul University School of Business, Girne American University, Trabzon Science High School, Istanbul University Institute of Social Sciences Kemmañ
Lec'h annezBeylikdüzü, Rumelihisarı Kemmañ
Lec'h labourIstanbul Kemmañ
Strollad politikelRepublican People's Party, Motherland Party Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet2014 Turkish local elections, 2019 Turkish local elections in İstanbul, June 2019 Istanbul mayoral election, 2024 Turkish local elections, 2025 Republican People's Party presidential primaries Kemmañ
Relijion pe kredennIslam Kemmañ
Liv ar blevblev du Kemmañ
Liv an daoulagadgell Kemmañ
A wisklunedoù Kemmañ
Handednessdehouiad Kemmañ
Luskad politikelkleiz-kreiz Kemmañ
Ideologiezh politikelKemalism, sokial-demokratelezh Kemmañ
Darvoud-alc'hwezarrest of Ekrem İmamoğlu Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.ekremimamoglu.com Kemmañ
Ekrem İmamoğlu e 2022

Ekrem İmamoğlu, ganet d'ar 4 a viz Even 1970, zo ur politikour eus Turkia hag a zo bet maer Istanbul etre ar 17 a viz Ebrel 2019 hag ar 6 a viz Mae 2019. Dilennet e oa bet da vaer Istanbul e miz Meurzh 2019 en anv ar c'hengevread Millet İttifakı hag ar strollad Cumhuriyet Halk Partisi. Goude ma oa bet nullet an dilennadeg e voe addilennet d'an 23 a viz Even 2019. Etre 2014 ha 2019 e oa maer distrig kornôg Istanbul, Beylikdüzü. İmamoğlu a zo deuet war-wel e-pad dilennadegoù maer Istanbul 2019. Dizanv pe dost e oa, met deuet eo a-benn da gaout harp an holl re enebet ouzh ar prezidant Erdoğan. A-raok ar c'hentañ vot e oa soñjet en defe 23 000 vot ouzhpenn evitañ. Trec'h e oa bet gant 13 729 vot lañs war e enebour a-benn ar fin ha goude ma vefe bet adkontet meur a wech an holl votoù.

O vezañ barnetl abaoe miz Genver 2022 evit "kunujenniñ ar pennadurezhioù dilennel", tamalloù a vez laret da vezañ awenet gant abegoù politikel, İmamoğlu a oa bet kondaonet da 2 vloaz, 7 miz ha 15 devezh toull-bac'h[1] ha skarzhet eus ar politikerezh dre lezenn gant ur barner abaoe ar 14 a viz Kerzu 2022.[2] An difenn politikel n'eo ket bet lakaet da dalvezout c'hoazh dre ma rank bezañ aotreet gant al lez-varn galv hag al lez-terriñ.[3]

D'an 19 a viz Meurzh 2025, İmamoğlu a oa bet harzet diwar tamalloù goubrenerezh gant ur 100 bennak a dud all. An Ajañs Anadolu he doa embannet e oa suspediet İmamoğlu ha kalz tud all da vezañ rediet tud da reiñ arc'hant dezho, da vezañ bet o naetaat an arc'hant lous-se, da vezañ truchet gant paperioù votiñ, ha kalz rebechoù all. İmamoğlu a vez rebechet dezhañ ivez da reiñ sikour d'an aozadur berzhet Strollad Labourerien Kurdistan (PKK), dre sevel un emglev gantañ dre un aozadur krouet evit dilennadegoù Maer Istanbul. Un devezh a-raok, skol-veur Istanbul a oa bet o nullañ diplom İmamoğlu, ar pezh a zifenne dezhañ bezañ war ar renk evit an dilennadegoù prezidantel da zont.[4][5] Goude an harzadenn e oa bet manifestadegoù ramzel dre ar vro, memes ma oa difennet, evit emsevel a-enep "un taol-stad" e Turkia.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]