Eilean Chaluim Chille

Eus Wikipedia
Arabat kemmeskañ gant Ì Chaluim Chille (a zo anavezet evel "Iona" e saozneg ha meur a yezh all) na gant an enezennig e Loch Phort Rìgh en An t-Eilean Sgitheanach.‎

Ar chaoser da vont da Eilean Chaluim Chille

Eilean Chaluim Chille ("Enez (sant) Koulm") zo un enezennig didud en Inizi Gall, dezhi anv ar sant meur Calum Cille (Sant Koulm).

Emañ er reter da Leòdhas, en aber Loch Èireasort. Pa vez tre e c'haller mont di eus Leòdhas gant ur chaoser, adalek Crobeag.