Etiamsi omnes, ego non
(Adkaset eus Ego non)
Etiamsi omnes, ego non (a-wechoù berraet en Ego non), zo ul lavarenn latin eus ar Vulgat, hervez skrid Aviel Mazhev, a dalvez kement ha Goude (ma rafe) an holl (re all) me ne rin ket. En arroud meneget eo ur frazenn lavaret gant Pêr da Jezuz, ha ret eo kompren: Ma vezez dilezet gant an holl, ganin ne vi ket.
Implijoù testeniekaet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An tamm diwezhañ eus ar frazenn, troet en alamaneg, zo bet roet da ditl d'ul levr eñvorennoù gant ar skrivagner alaman Joachim Fest, Ich nicht.
- Kemeret eo bet evel lavar-stur gant konted Clermont-Tonnerre[1].
- Titl ur varzhoneg saoznek eo gant Ernest Myers (1844-1921)[2]
- Skrivet eo war bez ar prederour italian Giuseppe Rensi.
- Skrivet eo Et si omnes ego non war dor ti Philipp von Boeselager ,[3] da ziskouez ar ret ma vez d'an den derc'hel d'e soñjoù ha d'e varn betek kontrol d'ar brasañ niver, dreist-holl pa voe von Boeselager o stourm ouzh Adolf Hitler da vare an diktatouriezh nazi.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Gwivan an Tiegezh Clermont-Tonnerre, <http://www.clermont-tonnerre.fr>
- ↑ Myers, Ernest, Etsi omnes ego non (poem), <http://www.bartleby.com/246/551.html>
- ↑ Paolo, Valentino (2004-07-01), "«La mia armata a cavallo per abbattere il nazismo»", Corriere della Sera: 35, <http://archiviostorico.corriere.it/2004/luglio/01/mia_armata_cavallo_per_abbattere_co_9_040701093.shtml>