Edwy Plenel

Eus Wikipedia
Edwy Plenel e 2011

Edwy Plenel, Hervé Edwy Plenel eus e anv leun, zo ur c'hazetenner bet ganet d'an 31 a viz Eost 1952 e Naoned, prezidant ha kengrouer al lec'hienn gelaouiñ Mediapart.

Bez e oa bet pennskrivagner ar gazetenn Le Monde eus 1996 betek e zilez e miz Du 2004. Abeg a veze kavet ennañ gant e-touez labourerien ar gazetenn hag ouzhpenn-se e oa savet a-enep linenn ar gazetenn hag ar strollad a oa renet d'ar mare-se gant Jean-Marie Colombani hag Alain Minc. Skarzhet e voe d'an 31 a viz Here 2005 goude bezañ bet o labourat e-pad 25 bloaz eno. Goude-se ez eo bet o sikour da sevel al lec'hienn Mediapart, ur gazetenn da baeañ war ar rouedad Internet, digoret d'ar 16 a viz Meurzh 2008. Ur benveg a bouez eo bet evit kelaouiñ a-zivout an aferioù Woerth-Bettencourt, Cahuzac hag Aquilino Morelle.