Edward Lear

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Edward Lear (1866)
Emboltred diwar fent (1870)

Edward Lear a oa un evnoniour, treser, soner, sonaozour ha barzh saoz, ganet d'an 12 a viz Mae 1812 e Holloway (e bannlev Londrez e Bro-Saoz) ha marvet d'an 29 a viz Genver 1888 e Sanremo, e Rouantelezh Italia.

Bez Lear en Sanremo

Kalz e veajas Lear a-hed e vuhez, met war-dro 1870 e tiazezas davat en Sanremo, war aod ar Mor Kreizdouar, en ur genkiz anvet Villa Tennyson, diwar anv ar barzh saoz Alfred Tennyson.

P'en em ginnige Lear e roe an anv Mr Abebika kratoponoko Prizzikalo Kattefello Ablegorabalus Ableborinto phashyph pe Chakonoton the Cozovex Dossi Fossi Sini Tomentilla Coronilla Polentilla Battledore & Shuttlecock Derry down Derry Dumps, diazezet war Aldiborontiphoskyphorniostikos.[1]

E-pad pell ez eas e yec'hed war fallaat, ken na varvas en e genkiz e 1888 gant un tarzh-kalon. Hervez gwreg e vezeg, an Doktor Hassall, e voe trist an obidoù, rouez an dud en deiz-se, ha hini ebet eus e vignoned ne oa deuet .[2]

Beziet eo Lear er vered Foce en San Remo. War ar maen-bez e lenner, diwar Menez Tomohrit en Albania, tapet eus barzhoneg Tennyson To E.L. [Edward Lear], On His Travels in Greece :

all things fairall things fair.
With such a pencil, such a pen.
You shadow'd forth to distant men,
I read and felt that I was there.

Ar barzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tresadennoù gant Edward Lear, d'ar 15 a viz Mae 1864.
Dastumad Paddy Leigh Fermor

E 1846 e voe embannet gant Lear A Book of Nonsense, un dastumad limericks hag istorioù berr ; div wech e voe adembannet, ha gantañ e voe brudet-kaer an doare gwerzaouiñ hag al lennegezh dibennachoù. E 1871 e embannas Nonsense Songs, Stories, Botany and Alphabets, ennañ ar varzhoneg brudet The Owl and the Pussycat, savet evit bugale e harper Edward Stanley, 13vet Kont Derby. Ha re all a voe war e lerc'h.

Skeudennaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lear (en tu dehou) o tiskouez e anv skrivet e diabarzh e dog evit prouiñ d'un den ne oa ket "Edward Lear" un anv-pluenn hepken (1846)
Melfi,Basilicata - Maendresadenn, 1852
Howatke' - Dourlivadur, 1867

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Pendlebury, Kathleen Sarah (November 2007). Reading Nonsense: A Journey through the writing of Edward Lear. A thesis submitted in fulfilment of the Requirements for the degree of MASTERS OF ARTS of RHODES UNIVERSITY pp. 20–21. RHODES UNIVERSITY. Diellet e the original on 18 July 2011. Kavet : 14 February 2011.
  2. Strachie, Lady Constance Braham : Later Letters of Edward Lear: Author of "The Book of Nonsense." (1911), Forgotten Books, 2017 (ISBN 978-1-331-29229-6)