Edele Jernskjæg

Eus Wikipedia

Edele Jernskjæg (marvet e 1512) a oa un dimezell danat a renk uhel, dimezell a enor ha serc'h d'ar roue Hans Iañ Danmark.

Merc'h e oa da Mikkel Andersen Jernskjæg ha Margrethe Andersdatter af Særslev. Anvet e voe da zimezell a enor da-gichen ar rouanez Christina von Sachsen, en 1496. Mont a reas da-heul ar rouanez da Stockholm en 1499 hag en 1501. Eno e voe brudet he darempred gant ar roue. En 1501, e tistroas da Vro-Danmark gant ar roue, tra ma oa chomet ar rouanez e Sveden. Dimezet e voe d'an denjentil Torben Bille hag ar roue a deue d'he gweladenniñ aliezik, ken na varvas e 1512.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]