Mont d’an endalc’had

East Bridgford

Eus Wikipedia
Iliz Sant Pêr, en East Bridgford

East Bridgford zo ur gêriadenn eus Bro-Saoz, e Nottinghamshire. Emañ er reter da gêr Nottingham, etre ar stêr Trent hag an hent roman Fosse Way.

Eno e voe un annezadenn roman anvet Margidunum.

A. Margidunum

Talvoudegezh ː pe *marga = marg, maerl, pe *mrogi = bevenn + *dun = kreñvlec'h, da lavarout pe ur c'hreñvlec'h savet gant marg, maerl, pe ur c'hreñvlec'h e-kichen ur vevenn (amañ ar stêr Trent)[1]

B. East Bridgford

  • Brugeford, DB; Est-brigeford, 1291 Tax.

Talvoudegezh ː Pont ar Roudour[2]

  1. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982. p. 413-414
  2. Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-names. Clarendon Press. Oxford. First edition 1936; Fourth edition 1960, Reprint 1980.