Earth Abides
Earth Abides ("An Douar a chom") zo ur romant saoznek gant ar skrivagner stadunanat George R. Stewart e 1949, ma kont an oberour diskar ar sevenadur gant ur c'hleñved marvus. Lec'hiet eo an istor e Kalifornia ar bloavezhioù 1940, ha kontet gant ur studier, Isherwood Williams, a zistro e kêr eus ar menezioù ma kav eo marvet an darn vuiañ eus an dud.
Anv al levr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra an anv eus ar frazenn Men go and come, but earth abides ("An dud a ya hag a zeu, met an douar a chom"), e levr an Eklesiastes.
An istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ish, a oa e-unan er menezioù, er Sierra Nevada, zo chomet bev goude distrujet ar boblañs er Stadoù Unanet, hag er bed moarvat, gant ur c'hleñved-bed. Tra ma kouezh ar sevenadur en e boull e klask adsevel ar gevredigezh.
Lodenn gentañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ Ish o labourat war un dezenn skol-veur hag o studiañ douarouriezh e-unan penn en ur c'hornad eus ar Sierra Nevada. A-greiz krapat reier eo bet flemmet gant un naer-ouroulerez. Klañv-fall e teu da vezañ, gant ur c'hleñved a c'hallfe bezañ kar d'ar ruzell. Repu a gav en ul logell, ha dont a ra war-c'horre tamm ha tamm. Neuze e tosta ouzh an dud hag ar sevenadur en-dro met kavout a ra eo bet distrujet, gant marv bernioù tud diwar ar memes kleñved eveltañ. Mont a ra d'ar gêr, da Verkeley, met n'eus ket chomet kalz a dud vev ... Unan ha ne ra ken nemet lonkañ, ur c'houblad troet foll, ur grennardez a dec'h dirazañ evel pa vije un euzhden...
Kavout a ra ur c'hi hag a chomo gantañ ur pennad mat. Treuziñ a ra SUA betek New York, ha distreiñ ac'hano. War e hent e kav dornadoù tud met gwelout a ra n'hallo ket ar sevenadurezh chom en he sav. Distro da Galifornia, kavout a ra ur vaouez, bugale o deus. Tud all a deu ganto. Tamm ha tamm e varv an tredan, n'eus ket a eoul-maen ken. Klask a ra Ish ober skol d'e vugale : lenn ha skrivañ, jedoniezh, douaroniezh met n'eo ket troet ar yaouank.
Kalz bugale zo, hag en o zouez ar mab yaouankañ anvet Joey, a denn kalz da Ish.
Eil lodenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou vloaz warn-ugent goude, kresket ar gumuniezh. Azasaet eo ar re yaouank ouzh ar bed nevez naturel, muioc'h eget ar re gozh. Dont a ra ar re yaouank da grouiñ brizhkredennoù. Un deiz, pa c'houlenn Ish e vorzhol e wel eo spontet ar vugale gantañ ha ne gredont ket stekiñ outañ : deuet eo da vezañ un doue, arouez an amzerioù kozh.
Berzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]28 adembannadur zo bet e SUA abaoe 1949.
E galleg eo bet embannet e 1951 gant Hachette (anvet Le Pont sur l'abîme), e 1980 (anvet La Terre demeure, en dastumad Ailleurs et Demain, gant Robert Laffont) hag e 2018 gant Fage Éditions e Lyon. Manet eo divrud avat, dre ma n'eo ket anavezet ar skrivagner.