Eachinis

Eus Wikipedia
Tour Martello, war enez Eachinis

Eachinis (Aughinish e saozneg[1]) zo un enezenn vihan en aod hanternoz kontelezh An Clár, en Iwerzhon. Emañ er c'hreisteiz da Vae Gaillimh, nepell diouzh Cinn Mhara. En em astenn a ra war 3 km hed hag 1,6 km led, ha war-dro 50 den zo o chom enni.

Gwechall e oa stag ouzh an douar-bras, met e 1755 e voe distaget dioutañ gant un tsunami da-heul kren-douar Lisbon er bloavezh-se. War-lerc'h e voe savet ur chaoser a liamme an enezenn ouzh gourenez Dúros, er reter, hag a zo e kontelezh Gaillimh. D'ar mare-se ivez e voe savet un tour Martello war an enezenn gant an arme saoz.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]