Duos habet et bene pendentes
Duos habet et bene pendentes! (Div en deus, hag istribilhet mat !) zo ur frazenn latin a vije lavaret a-hervez pa veze kurunennet ar pab, war-lerc'h istor ar babez Janed, a wilioudas a greiz-holl dirak an holl en IXvet kantved, war-dro 855 hervez ar vojenn.
Lakaet e veze ar pab da azezañ war ur gador-doull ha mont a rae un diagon da balvata da welout hag-eñ ne oa ket ur vaouez. Goude graet e labour e youc'he Duos habet et bene pendentes. Ha kor ar gardinaled da eilgeriañ: " Deo gratias " .
N'ouzer ket peseurt kred reiñ d'ar vojenn, na pegement a wirionez zo e-barzh[1].
Unan zo trawalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un astenn zo d'an istor.
Bet e vije c'hoarvezet d'un danvez-pab bout rangouilh. Ha d'an diagon youc'hal : "Est unus". Respontet e vije bet : "Sufficit".
Hervez ur vojenn all e lavare an diagon, pe ar c'hardinal dastorner: "Est nullius" (Ne dalv ket). Hag eilgeriet e vije bet: Doue da ziwallo.
Brezelioù ha morlaeron a vije bet kaoz da zigresk an niver naturel.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Pennad istorel
- (fr) Pennad fent lennegel
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Rodrigo Cacho Casal. La poesía burlesca de Quevedo y sus modelos italianos. pp. 158-159