Duarte Portugal, 4vet Dug Guimarães
Duarte Portugal (Lisboa, 1515 — Lisboa, 1540), Infant a Bortugal, 4vet Dug Guimaraes, a oa mab d'ar roue Manuel Iañ Portugal ha d'e bried Maria de Aragão.
D'an 23 a viz Ebrel 1537 e timezas d'e geniterv Isabel de Bragança, a oa merc'h d'an dug Jaime de Bragança. Abalamour da se, Teodósio Iañ, 5vet Dug Bragança ha 3de Dug Guimarães, a roas en argouroù, d'ar plac'h nevez, e c'hoar, dugelezh Guimarães, ma voe anavezet an Infant Duarte gant ar roue Manuel Iañ e 1537, evel 4vet Dug Guimarães. Hervez ar c'hontrad eured, ma ne oa bugel e bet e oa dugelezh Guimarães da zistreiñ d'an tiegezh Bragança.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri bugel o doe. An trede a oa dalif.
- Maria de Portugal (Lisboa, 8 a viz Du 1538 - Parma, 8 a viz Gouere 1577), dimezet e 1565 da Alessandro Farnese, 3de dug Parma ha Piacencia;
- Catarina de Portugal, (Lisboa, 18 de Janeiro de 1540 - Vila Viçosa, 15 de Novembro 1614), dugez Bragança dre he dimeziñ da João I, dug Bragança, foi em 1580 candidata ao trono de Portugal.
- Duarte de Portugal, 5vet Dug Guimarães
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yaouank e varvas Duarte, tri bloaz goude e eured, a-boan ma en devoa tapet e 25 bloaz, ha beziet e voe e Manati ar Jerónimos.