Drive-by shooting

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Nerzhioù ar c'hengevread o pareañ siviled Afghan gloazet dre un Drive-by Shooting gant an Talibaned

Drive-by shooting (brezhoneg: tennadenn o vleniañ) a vez graet eus un doare tagañ oc'h implij un arm-tan o tennañ adal ur garbed a vez implijet evit tec'hout kuit bliv goude an tennadenn. An doare tennadennoù-se a vez liammet alies gant feulster ar badennoù gang er c'hêrioù bras er Stadoù-Unanet met a vez adkavet dre ar bed a-bezh.

Ar gadoniezh-se a vez awenet gant ar c'hoant da lakaat ur barrad aon da sevel d'an enebourien, da lazhadegañ buan tud. Un toullad arzourien eus bed an hip-hop a zo bet taget gant an doare d'ober-se; e-touez ar re lazhet anavezet e adkaver Tupac Shakur, Notorious B.I.G pe c'hoazh Mac Dre.

Implijet e oa bet dija an doare d'ober-se e-pad mare ar berz er bloavezhioù 1930 er Stadoù-unanet. Adkemeret eo bet abaoe gant bed ar sponterezh er Reter neshañ, pe e-pad brezel Liban pe c'hoazh gant an Talibaned en Afghanistan.