Dreistger
Neuz
Er yezhoniezh e vez implijet an termen dreistger (saoz: suprafix) evit komz eus ur kengerioù hag a degas kemmoù dreistskizhel (saoz. suprasegmental) d'ar wrizienn, da skouer kemmoù taol-mouezh pe tonennoù.
Implijet e vez dreistgerioù e meur a yezh evit diforc'hañ etre gerioù peurheñvel a-hendall, da skouer e spagnoleg:
- tOmo ("kemeran")
- tomÓ ("kemeras")
E yezhoù all avat e c'hellont talvzout ivez evit merkañ diforc'hoù morfologel ha/pe kevreadurezhel, da skouer e saozneg:
- PROduce
- anv: "ampled" (ar pezh a vez produet)
- proDUCE
- verb: "produiñ"