Drask sut
Neuz
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Turdidae | ||
Genad : | Turdus | ||
Anv skiantel | |||
Turdus philomelos Brehm, 1831 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An drask sut (liester : driski sut)[1] a zo ur spesad golvaneged, krennik e vent, Turdus philomelos an anv skiantel anezhañ.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hec'h anv skiantel philomelos a zeu eus ar gresianeg a gar ar sonerezh rak kanañ a ra kalz laboused ar spesad-mañ[2]. Kavet e vez ivez[3] an anv brezhonek bouzevelleg (diwar borzevelleg).
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Muzuliañ a ra an drask sut 22 cm. Kalz bihanoc'h eget an drask roueel hag an drask louet eo.
Dougen a ra pluñv rous unvan war e gein ha gwenn brizhennet rous eo e krubuilh.
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra diwar zivellkeineged ha hugennoù[4].
Boas eo da derriñ krogenn ur maligorn war ur maen.
Annez hag isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spesad a gaver ar pevar isspesad[5] anezhañ :
- Turdus philomelos clarkei, e kornôg Europa,
- T. p. hebridensis, e Na h-Eileanan Siar, en Enez Sgitheanach, kornôg Bro-Skos ha kornôg Iwerzhon,
- T. p. nataliae, e kornôg ha kreiz Siberia,
- T. p. philomelos, en Europa (nemet er c'hornôg), hanternoz Turkia, ar C'haokaz ha hanternoz Iran.
Plijout a ra brouskoadoù, girzhier, liorzhoù war-dro an tiez dezhañ.
Sellet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roll ar spesadoù laboused eus ar genad Turdus
- Rummad al laboused renket hervez o anv boutin
- Rummad al laboused renket hervez o anv skiantel
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Turdus philomelos el lec'hienn BirdLife International.
- (en) Turdus philomelos e lec'hienn an International Union for Conservation of Nature (IUCN).
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Claude Péridy, An drask-sut, e-barzh EVNED Breizh, Hor Yezh, 1995, pajennoù 110-111.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Drask-sut (liester : driski-sut) hervez TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg
- ↑ Liammet eo ivez ouzh Filomela, un dudenn eus mojennerezh Henc'hres
- ↑ Andrev Gelleg, Renkañ al laboused, Al Liamm, niv. 170, Mae - Mezheven 1975, pajennoù 217-223.
- ↑ (en) Turdus philomelos el lec'hienn HBW Alive: Handbook of the Birds of the World Alive.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Turdus philomelos.
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: