Mont d’an endalc’had

Dozhwal

Eus Wikipedia

Dozhwal (eus doeth, fur) a vije bet c'hwec'hvet bugel ar roue Hoel III (roue mojennel ha dianav), roue Domnonea (Judwal e vije e dad hervez testenioù all), dimezet e 590 d'ur briñsez Pritelle, anv e vamm. Hoel en dije bet 16 mab ha 6 merc'h.

Breudeur ha c'hoarezed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezekael e oa ar breur henañ, Judog an eil, Winog an trede, Eog, ar pevarvet, Eumael ar pempet, Doetval (Dozhwal) ar c'hwec'het, Gozel pe Gladran pe Salomon ar seizhvet; Largel an eizhvet; Ruivas an navet; Riguald an dekvet; Judgoseth an unnekvet; Halon an daouzekvet; Ludon an trizekvet; Guinmaël, ar pevarzekvet, a vije bet kakous; Guenae ar pemzekvet; Juthaël, ar c'hwezekvet, ganet goude marv e dad.

Ar c'hoarezed a oa: Uriell, Onenn ; Bredai, Guen, Cléor ha Prust.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Vies des bienheureux et des saints de Bretagne, par M. de Garaby (1839) - Saint-Brieuc

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]