Dourvarc'h korr
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Artiodactyla | ||
| Kerentiad : | Hippopotamidae | ||
| Genad : | Choeropsis | ||
| Anv skiantel | |||
| Choeropsis liberiensis Morton, 1849 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
An dourvarc'h korr (Choeropsis liberiensis pe Hexaprotodon liberiensis) a zo ur bronneg geotdebrer eus kornôg Afrika.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 160 ha 280 kg a bouez a vez en dourvarc'h korr, 1.50 m a hirder (hag ul lost 20 cm), 1 m d'ar muiañ ouzh an draen. A-hed e vuhez e kresk e zent-lagad.
Ezveret e vez un dourenn lufrus ha gell-ruz gant gwagrennoù an derm hag a servij da wareziñ e groc'hen kizidik diouzh bannoù an heol.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra en takadoù koadek, nepell eus an dour a zo pouezus evit ma chomfe gleb e groc'hen kizidik. Kavout a ra goudor er geunioù, froudoù pe stêrioù.
