Douglas C-47 Skytrain
Neuz
(Adkaset eus Douglas C-47 Dakota)
Bloavezhioù 1940 |
An Douglas C-47 Skytrain (anvet Dakota gant ar RAF hag ar C'hommonwealth) eo doare milourel an Douglas DC-3, un nijerez dougen savet gant an embregerezh amerikan Douglas Aircraft Company. Implijet eo bet kenañ ar C-47 gant ar Re Gevredet e-kerzh an Eil Brezel-bed evit dougen soudarded (harzlammerien en o zouez, gant un addoare en Europa: ar C-53 Skytrooper), gloazidi, pourvezioù... Implijet e voe kalz ivez da vare Blokus Berlin e 1948-1949 e-kerzh ar "Brezel Yen".