Dorothea von Biron
Dorothea von Biron (Berlin, 21 a viz Eost 1793-19 a viz Gwengolo 1862 en Sagan) a oa ur briñsez alaman eus Kourland, kontez Edmond de Périgord (1809), dugez Dino (1817), dugez Talleyrand (1838) ha dugez Sagan (1845).
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pedervet merc'h Pierre von Biron, dug Kourland, ha Dorothea von Medem (1761–1821), dugez Kourland, e oa Dorothea. Dispartiet e oa he zud, hag ur pried-kleiz he doa he mamm, Alexandre de Batowski, nonce polonat ha tad gwirion Dorothea, a greder, ganet e Friedrichsfelde, e-tal Berlin, e 1793.
Kenedek ha speredek e oa, desket kaer ha tan enni.
Eured
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Edo Talleyrand o klask ur bennhêrez pinvidik d'e niz, ha goulenneten devoa digant Aleksandr, tsar Rusia, ober ar jubenn etrezañ hag an dugez.
Lidet e voe an eured gant Edmond de Périgord e-kreiz brezelioù bras Napoleone Buonaparte , d'an 21 ha 22 a viz Ebrel 1809, e Francfort-sur-le-Main , gant ar Priñs Dalberg, mignon da Talleyrand. Ha setu Dorothea kontez Edmond de Périgord ha nizez da Charles-Maurice de Talleyrand-Périgord, priñs Bénévent dre c'hras Napoleone Buonaparte. Hag an Alamanez gronneta C'hallaoued, enebourien hag alaouberien he bro. He zeir c'hoar, enepgall ma oant, ne deujont ket d'an eured.
Ur fallzimeziñ e voe, Edmond ne oa troet nemet gant ar c'hoari, ar brezel, ar merc'hed, ha ne oa ket nec'het gant e bried.
Goude Napoleon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa gouezhas Napoleon e ouias Talleyrand treiñ e chupenn ha kaset e voe da Kendalc'h Vienna da zileuriañ Bro-C'hall ar roue nevez.