Mont d’an endalc’had

Dorica castra

Eus Wikipedia

Dorica castra zo anv un doare da gomz ha da skrivañ pa lakaer div silabenn peurheñvel kichen-ha-kichen, evel "ca", en droienn dorica castra. Implijet e vez er varzhoniezh latin dreist-holl. Tennañ a ra un tamm d'an anadiplosis, ma vez adkemeret div wech ar memes ger, divsilabennek peurvuiañ. An doare brudetañ eo ar rimadell c'hallek Trois p'tits chats.

« Divinum vinum, Francisca ! »
Charles Baudelaire, Les Fleurs du mal, Franciscæ meæ laudes
« Amañ 'mañ va zamm douar, traoñienn va c'harantez ! »
Glenmor, Le Retour, kanaouenn troet e brezhoneg gant Hervé Lossec.[1]
  1. "An distro" skrivet gant Glenmor ha kanet gant François Caroff, radio Amañ Breizh-Izel, 10 a viz Kerzu 2022.