Mont d’an endalc’had

Dore (stêr saoz)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Dore (stêr))
Ur pennad Dore zo ivez.
Pont war an Dore e Vowchurch

Ar stêr Dore (a zo Afon Aur, "Stêr Aour", e kembraeg[1]) zo ur stêr hag a red dre Herefordshire, e Bro-Saoz, hag a zo adstêr d'ar Menoe.

Eieniñ a ra e Cusop Hill, e-harz Menez Du Menoe, tost d'an harzoù etre Kembre ha Bro-Saoz.
Tremen a ra dre gêriadennoù Dorstone, Peterchurch, Vowchurch, Abbey Dore ha Pontrilas, hag aberiñ er Menoe e Llangiwa.
Goude-se ez a ar Menoe da aberiñ er stêr Gwy e kêr Trefynwy.

E gwirionez e c'hoarvez an anv Dore eus ar ger kembraek dŵr, a zo "dour" e brezhoneg. Fallgomprenet e voe gant an Normaned a oa gallegerien, o deus komprenet d'or, pa oa dŵr, ha setu ar saonenn lakaet da vezañ ar Golden Valley , an "Draoñienn Aour".

  1. (cy) (en) Gutor Glyn