Don't Let It Bring You Down (Neil Young)
Don't Let It Bring You Down[1] a zo ur ganaouenn saoznek savet gant ar c'haner-sonaozer Neil Young (1945-).
2:56 he fadelezh ez eo lod eus After the Gold Rush, trivet albom an arzour kanadian, a oa bet enrollet e 1969-70 e Stadoù-Unanet Amerika hag embannet e miz Gwengolo 1970.
He selaou a c'haller ivez war an albom 4 Way Street enrollet en hañv 1971 war al leurenn gant ar strollad Crosby, Stills, Nash & Young e New York, Chicago ha Los Angeles. Daou albom all gant Youg — Live at Massey Hall 1971 (embannet e miz Meurzh 2007[2]) ha Live at the Cellar Door (embannet e miz Kerzu 2013[3]) — a gaver Don't Let It Bring You Down warne ivez.
Ar gerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adkanet e oa bet e 1994 en un doare ouzhpenn fromus gant ar ganerez-sonaozerez skosat Annie Lennox[4] (1954-) : he dibab a reas ar filmaozer saoz Sam Mendes (1965-) da vezañ e-touez ar c'hanaouennoù a glever a-hed e film American Beauty (1999).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Don't Let It Bring You Down kanet war leurenn Massey Hall gant Neil Young.
- Don't Let It Bring You Down kanet war al leurenn gant Annie Lennox.
- Don't Let It Bring You Down klevet da-geñver unan eus darvoudoù American Beauty (Kevin Spacey ha Mena Suvari).
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Dougen a ra ur ganaouenn all an hevelep anv : lod eo eus an albom London Town (1978) gant ar strollad Wings.
- ↑ Petra bennak ma voe enrollet war al leurenn e Massey Hall Toronto d'an 19 a viz Genver 1971.
- ↑ Petra bennak ma voe enrollet war al leurenn e Washington D.C. eus an 30 a viz Du d'an 2 a viz Kerzu 1970.
- ↑ Embannet en hec'h albom Medusa d'ar 6 a viz Meurzh 1995.