Mont d’an endalc’had

Dominique Boullier

Eus Wikipedia
Dominique Boullier
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denDominique Boullier Kemmañ
Anv-bihanDominique Kemmañ
Anv-familhBoullier Kemmañ
Deiziad ganedigezh4 Eos 1954 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRoazhon Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Michersokiologour Kemmañ
ImplijerCEE Sciences Po Kemmañ
Kargpennskridaozer, kuzulier-kêr Roazhon Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-veur Roazhon 1, Skol-veur Breizh-Uhel Kemmañ
Rener tezennGérard Althabé Kemmañ
Danvez-doktorJessica Pidoux, Antoine Courmont Kemmañ
Strollad politikelRemziad ekologiezh Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.boullier.bzh/ Kemmañ

Ur sosiologour gall eo Dominique Boullier. Ganet eo e Roazhon e 1954. Penn skridaozer ar gelaouenn Cosmopolitiques, ha kelenner er skolioù-veur eo bet. Ispisializet eo war an niverel hag hor doare da implij anezhañ.

Un tezenn sosiologiezh a zo bet skrivet gantañ e 1987 war renerezh Gérard Althabe. Anvet eo Du rapport de générations dans le champ résidentiel. La construction des groupes d’âge adolescent.

Desket eo bet ivez war skiantoù al lavar e skol-veur Roazhon 2 ha gouestoniet eo evit renañ enklaskoù diwar skiantoù ar c'heleier hag al lavarantiz.

Studioù ha embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renet ha kemeret perzh e meur à gelouenn en deus graet Dominique Boullier. Penn skridaozer Cahiers du Numérique eo bet etre 2001 ha 2004. Krouet en deux Cosmopolitiques e 2002 ha penn skriadozer anezhi eo chomet betek 2012.

Meur a levr a zo bet skrivet gantan met brasan lodenn e labour a zo bet diwar benn hor implij eus un niverel. Kroget en deus dre gontrad e 1982 o studiañ implijoù ar Minitel hag an TIC. Brasaat a ra e dachenn studi evit mont davet hini ar c'hartenn bank, internet, an TIC en embregerezhioù, ar skinwell hag all hag all. Nevez zo, labouret en deus war ar skiantoù anavout.

Krouiñ a ra meizad an "habitèle" evit studiañ implij ar pellgomzer hezoug hag hor identelezioù niverel. Gwellout a ra hor c'helloù personel evel un danvez sosiologel eskemm. Soñjal a ra endro meizad ar "personal data ecosystem".

Studiañ a ra ivez ar politikerez diwar korn an niverel, evel skol Lessig. Stourmañ a ra evit derc'hel gant liesegezh arkitektouriez an niverel, evel kinniget gant M.Walzer. Un doare eo evitañ da vihannaat ar preizherezh eus perzh an oberourien vras. Reoliañ ar re-se a zo ret evit mirout d'ur "réchauffement climatique".

Krouet en deus e 2015, ur c'hloerdi war ar "sciences humaines et sociales troisième génération" (SHS3G) evit strollañ an enklaskourien o defe c'hoant komprenn levezon ar Big Data war ar sjiantoù sokial.

Embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Comment sortir de l'emprise des réseaux sociaux, Paris, Le Passeur éditeur, 2020.
  • Sociologie du Numérique, Paris, Armand Colin, 2016 (2nde édition 2019).
  • Sociologie du Numérique, Paris, Armand Colin, 2016.(ISBN 9782200291655)
  • Les Mots pour le faire. Conception des modes d'emploi, Paris, Ed. Descartes, 1992 (avec Marc Legrand).
  • Gare du Nord, Mode d'emploi, Paris, Plan Urbain - RATP - SNCF, 1994 (avec Isaac Joseph)
  • L’Urbanité numérique. Essai sur la troisième ville en 2100, Paris, L’Harmattan, 1999.
  • Les Sapeurs-pompiers : des soldats du feu aux techniciens du risque, Paris, PUF, 2000 (avec Stéphane Chevrier).
  • Derrière chez moi… l’intérêt général, Paris, Textuel, 2001 (collection « Le Génie associatif »).
  • Déboussolés de tous les pays !, Paris, Éditions Cosmopolitiques, 2003.
  • L’Outre-lecture. Manipuler, (s’)approprier, interpréter le Web, Paris, Bibliothèque Publique d’Information/Centre Pompidou, 2003 (avec Franck Ghitalla et alii).
  • La Télévision telle qu’on la parle. Trois études ethnométhodologiques, Paris, L’Harmattan, 2004.
  • La ville évènement, Collection "La ville en débat", PUF, 2010
  • Evénements et sécurité. Les professionnels des climats urbains, Paris, Les Presses des Mines, 2012 (avec Stéphane Chevrier et Stéphane Juguet)
  • Opinion mining et sentiment analysis. Méthodes et outils, Open Press Éditions (collection Sciences Po médialab) (avec Audrey Lohard) disponible en freemium