Doctor Zhivago (film)
Doctor Zhivago zo ur film saoznek, sevenet gant ar filmaozer breizhveuriat David Lean e 1965.
C'hwezekvet film hir Lean eo Doctor Zhivago, deuet e-maez da-heul The Greatest Story Ever Told (miz C'hwevrer 1965) hag a-raok Ryan's Daughter (1970).
Gopret e voe pemp gwech da-geñver an 38vet Academy Awards bet dalc'het d'an 18 a viz Ebrel 1966 e Santa Monica (Kalifornia).
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Brezel, Drama,
- Skoazellerien-sevener : José María Ochoa, Roy Rossotti, Roy Stevens ha Pedro Vidal,
- Senario : Robert Bolt, azasaet diwar ar romant Doctor Zhivago (Доктор Живаго, 1957) gant Boris Leonidovic Pasternak,
- Kevredadoù produiñ : A Carlo Ponti Production, Metro-Goldwyn-Mayer ha Sostar S.A.,
- Produourien : David Lean ha Carlo Ponti,
- Renerien broduiñ : Stanley Goldsmith, Agustin Pastor ha Douglas Twiddy,
- Kevredad dasparzhañ : Metro-Goldwyn-Mayer,
- Rener ar skeudenniñ : Nicolas Roeg ha Freddie Young,
- Ijinour ar son : Paddy Cunningham,
- Aozer ar sonerezh orin : Maurice Jarre,
- Kinklour : John Box,
- Dilhataerez : Phyllis Dalton,
- Farder : Mario van Rie,
- Perukennerezed : Anna Christofani ha Gracia de Rossi,
- Skriptourez : Barbara Cole,
- Frammer : Norman Savage,
- Kenurzhier an efedoù arbennik : Eddie Fowlie,
- Prantad filmañ : adalek ar 5 a viz Genver betek ar 7 a viz Here 1965,
- Lec'hioù filmañ : Alberta (Kanada), Helsinki, Joensuu, Koli, Punkaharju ha Pyhäselkä (Finland), Canillas, Granada, Guadix, Madrid ha Soria (Spagn),
- Deiziadoù dont e-maez : 22 a viz Kerzu (New York) ha 31 a viz Kerzu 1965 ( Stadoù-Unanet),
- Padelezh : 197'.
An danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En URSS ar bloavezhioù 1950 : emañ ar jeneral Yevgraf Zhivago o klask war-lerc'h ar verc'h o devoa bet e hantervreur Yuri hag e wreg kleiz Lara. Setu m'eo deuet da atersiñ ur plac'h yaouank, Tanya hec'h anv-bihan, hag a zo o labourat en ur stankell dourdredan. Siwazh n'he deus ket dalc'het soñj ebet nag eus he mamm nag eus he zad : stagañ a ra ar jeneral da gontañ istor e hantervreur dezhi neuze :
Er bloavezhioù a-raok ar Brezel-bed kentañ. Ent yaouank e koll Yuri Zhivago e vamm ha bod a gav-eñ e ti mignoned dezhi — Alexander hag Anna Gromenko — ma vo desavet gante a-gevret gant o merc'h Tonya, e Moskov (Impalaeriezh Rusia d'ar mare-se). Ne chom dezhañ nemet ur balalaika da zelc'her koun anezhi. Aet da studier war ar vezegiezh en deus kendalc'het da sevel barzhonegoù e-keit ha m'edo e Pariz. Distroet da Voskov en deus tro da reiñ dorn d'e gelenner a zo bet galvet gant an uheliad Victor Komarovsky d'ober war-dro e wreg kleiz : klasket he deus en em lazhañ goude kompren en devoa Komarovsky d'ober gant... he merc'h Larissa.
Un nebeud komedianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Omar Sharif : an aotrou Doktor Yuri Andreyevich Zhivago,
- Julie Christie : Larissa "Lara" Antipova,
- Alec Guinness : an aotrou jeneral Yevgraf Andreyevich Zhivago (hantervreur da Yuri),
- Geraldine Chaplin : Tonya Zhivago (gwreg Yuri),
- Rod Steiger : Victor Ipolitovich Komarovsky,
- Tom Courtenay : Pavel Pavlovich "Pasha" Antipov/Strelnikov,
- Siobhan McKenna : Anna Gromeko,
- Ralph Richardson : Alexander Maximovich Gromeko,
- Jeffrey Rockland : Sasha,
- Klaus Kinski : Kostoyed Amoursky,
- Adrienne Corri : Amelia,
- Tarek Sharif : Yuri d'e eizh vloaz,
- Rita Tushingham : Tanya Komarova/ar plac'h yaouank[1],
- Bernard Kay : ar bolchevik Kuril,
- Gerard Tichy : Liberius,
- Noel Willman : Razin,
- Geoffrey Keen : an aotrou kelenner Boris Kurt,
- [...].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ A gav da Yevgraf Zhivago ez eo ar verc'h ganet da Lara ha Yuri.