Mont d’an endalc’had

Djebel

Eus Wikipedia
Menez an Djebel Chelia en Aljeria

Djebel (arabeg جبل "menez") a zo menezioù pe un tolzennad menezioù. Meur a stumm zo d'ar ger skrivet gant lizherennoù latin, hervez ar rannyezh arabek ha hervez an treuzskrivadur : jebel, gebel, djabal, jabal pe jbel.

Ar stumm liester jibâl a servij evit lavarout, en douaroniezh arabek, un dachenn veneziek a zo an harz etre Irak, Iran ha betek Azerbaidjan ar C'hornôg, Kermanshah, Kurdistan ha Lorestan.

En anvioù-lec'h divoutin e vez implijet peurvuiañ :

  • Djebel Akhdar ha Djebel Nefoussa e Libia ;
  • Djebel Zaghouan, Djebel Chambi ha Djebel Boukornin e Tunizia ;
  • Gebel Barkal e Soudan ;
  • Jabal al-Tair, un enezenn e Yemen ;
  • Jabal, mab Lamech
  • Jbel Toubkal, anvet ivez "tolzad Toubkal" e Maroko ;

Bez' emañ ivez :

  • Jibraltar, a zeu diwar جبل الطارق Jabal aṭ-ṭāriq, " Menez Tarik".
  • Djebel sinaat, a zo anv ur rummad korvetennoù eus Aljeria.
  • Djebel, a zo ur gêr e Bulgaria (Джебел (Džebel) e bulgareg, Cebel e turkeg.