Mont d’an endalc’had

Diwar Dorgenn Karreg-an-Tan

Eus Wikipedia

Diwar Dorgenn Karreg-an-Tan zo titl ul levr embannet gant Mouladurioù Hor Yezh e miz Gouere 1999. Ul levr a 179 pajenn eo, ennañ pevarzek danevell a oa bet savet gant ar skrivagner Yeun ar Gow (1897-1966). Darn eus ar c'hontadennoù a oa diembann, ha re all a oa bet embannet etre 1937 ha 1965 e kelaouennoù brezhonek. Savet e oa bet ar c'hentskrid anezhañ gant Pêr Denez.


An danevelloù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sed amañ ar 14 danevell:

  • Al Laer Dienn, Gwalarn, niverenn 98, miz Genver 1937
  • Matu, Gwalarn, niverenn 98, miz Genver 1937
  • Sinadoù, War-du ar pal, Goañv 1938
  • An hini en devoa lazhet pemp mil ha kant, SAV, niverenn 11, Hañv 1938
  • Ur galedenn a zen, Gwalarn, niverenn 126, miz Mae 1939
  • Ar Sourded, SAV, niverenn 17, Nevez-Amzer ha Hañv 1940
  • Gras Doue, SAV, niverenn 18, Diskar-Amzer 1940 ha Goañv 1941
  • Ar Marc'heg Graelent, SAV, niverenn 30, Goañv 1944
  • Pennhêrez Rozalgon, 15 a viz Gwengolo 1964, diembann
  • Yann hag an Aotrou, 7 a viz Gouere 1964, diembann
  • Bizoù an Den beuzet, 21 a viz Kerzu 1965, diembann
  • Ar Breizhad amerikan, diembann
  • Hurlink an Itron Tifena, 1añ a viz C'hwevrer 1966, diembann
  • Ar Person div wech gall, Ar Vro-Gwirionez, niverenn 32, miz Eost 1965

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]