Divvarrenn digompez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Emilie Le Pennec e 2005

An divvarrenn digompez zo ur pezh paramantoù jiminas a vez graet gantañ gant an embleustrerezed hepken.

A-stur eo an div varrenn an eil gant eben, 2,50 m diouzh al leur uhelder an hini gentañ ha 1,70 m uhelder eben. Gallout a ra bezañ pellaet an eil diouzh eben betek 1,80 m, hervez ment an embleustrerez. Staget ha stabilaet eo ar pezh paramantoù ouzh al leur gant funioù.

Troioù a vez ijinet gant an embleustrerezed oc'h ober gant an div varrenn pe o tremen d'ur varrenn d'eben.

D'an 22 a viz Eost 2004 e oa aet Émilie Le Pennec, atletourez c'hall, da gampionez olimpek an divvarrenn digompez en Aten, e Gres.