Divergent (film)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Logo ar filmoù Divergent

Divergent zo ur film stadunanat sevenet gant Neil Burger hag embannet e 2014. Diazezet eo war ur romant embannet e 2011 ganr Veronica Roth. Film kentañ ar stirad The Divergent eo, produet gant Lucy Fisher, Pouya Shabazian, ha Douglas Wick. An aktourien a zo Shailene Woodley, Theo James, Ashley Judd, Jai Courtney, Ray Stevenson, Zoë Kravitz, Miles Teller, Tony Goldwyn, Ansel Elgort, Maggie Q ha Kate Winslet.

An istor a c'hoarvez en ur bed distopek ha goude un apokalips e Chicago. An dud a zo rannet etre strolladoù diazezet war donezonoù denel. Beatrice Prior zo bet lakaet war-raok evel un Divergent, talvezout a ra ne c'hell ket bezañ ezel eus unan eus ar strolladoù. Nebeut amzer war-lerc'h e kompren ez eus un irienn er gevredigezh ampart.

Seveniñ ar film Divergent a oa bet kroget e miz Meurzh 2011 pa oa bet Summit Entertainment o prenañ gwirioù ar film diwar al levr dre embregerezh produiñ Douglas Wick ha Lucy Fisher Red Wagon Entertainment. Ar filmañ da vat a oa kroget d'ar 16 a viz Ebrel 2013, hag echuet e oa d'ar 16 a viz Gouere 2013. Un nebeud filmañ a oa bet adkroget etre ar 24–26 a viz Genver 2014. Darn ar produiñ hag ar filmañ a oa bet e kêr Chicago. Divergent zo bet embannet d'an 21 a viz Meurzh 2014, er Stadoù-Unanet Amerika. Ar film en deus bet resevet burutelladennoù etre. Lakaet e vez war-raok an istor diazez hag al lodenn fiñvus. Diouzh un tu all e vez rebechet d'ar film an doare ma 'z eo dizestonus. Keñveriet e vez ar film gant ar re all doare evit ar grennarded. En desped da se, ar film en deus graet berzh a-fed rastellañ arc'hant. Deuet eo a-benn da dizhout ar c'hentañ plas er box office e-pad dibenn ar c'hentañ sizhunvezh embann. Ur wech embannet ar film en deus rastellet ouzhpenn 288 milion US$ dre ar bed-holl war ur budjed a 85 milion US$. Embannet eo bet war DVD ha Blu-ray d'ar 5 a viz Eost 2014.

Ur film all zo bet goude-se, Insurgent, hag a zo bet embannet d'an 30 a viz Meurzh 2015, e Stadoù-Unanet Amerika ha broioù all.