Distrigoù Israel
C'hwec'h distrig a zo en Israel. Graet e vez mehozot (מחוזות; unander : mahoz) anezho en hebraeg. Ouzhpenn ez eus pemzek isdistrig (nafot, נפות; unander : nafa). Kement isdistrig a zo a zo rannet e 50 rannvro naturel.
Diazezet eo sifroù ar pennad-mañ war labour Burev Kreiz Stadegoù Israel, se zo kaoz e kaver ennañ an holl lec'hioù dindan lezenn Israel, tiriadoù aloubet en o zouez. Kavout a reer neuze isdistrig ar Golan hag ar peder rannvro naturel a zo ennañ, daoust ma n'eo ket anavezet evel tiriad israelat gant ABU hag ar gumuniezh etrebroadel. Heñvel eo evit a sell ouzh Jeruzalem : kemeret eo bet poblañs reter Jeruzalem e kont. N'eo ket lakaet Tiriad Judea ha Samaria e-touez distrigoù Israel avat, rak el lodenn-se eus Sisjordania ne vez ket lakaet lezennoù Israel da dalvezout.
Distrig Jeruzalem
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Distrig Jeruzalem (Mehoz Yerushalayim). Poblañs: 907 300
kêrbenn an distrig : Jeruzalem[1]
Distrig an Norzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Distrig an Norzh (Mehoz HaTzafon). Poblañs: 1 241 900
kêrbenn an distrig : Nazaret
- Safed (isdistrig), poblañs: 100,500
- Kinneret (isdistrig), poblañs: 100,300
- Yizre'el (isdistrig), poblañs: 444,400
- Akko (isdistrig), poblañs: 555,300
- Golan (isdistrig)[2], poblañs: 41 400. An hanter anezho a zo Syrianed, an hanter all a zo trevadennerien israelat[3].
Distrig Haifa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Distrig Haifa (Mehoz Heifa). Poblañs: 880,700
kêrbenn an distrig : Haifa
- Haifa (isdistrig), poblañs: 529 300
- Hadera (isdistrig), poblañs: 351 400
Distrig Kreiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Distrig Kreiz (Mehoz HaMerkaz). Poblañs: 1 770 000
Kêrbenn an distrig : Ramla
- Sharon (isdistrig), poblañs: 389,600
- Petah Tikva (isdistrig), poblañs: 604,600
- Ramla (isdistrig), poblañs: 282,800
- Rehovot (isdistrig), poblañs: 493,000
Distrig Tel Aviv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Distrig Tel Aviv (Mehoz Tel Aviv). Poblañs: 1 227 900
Kêrbenn an distrig : Tel Aviv
Distrig ar Su
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Distrig ar Su (Mehoz HaDarom). Poblañs: 1 201 200
Kêrbenn an distrig : Beersheba
- Ashkelon (isdistrig), poblañs: 456 000
- Be'er Sheva (isdistrig), poblañs: 565 300
En distrig e oa Kuzul Rannvro Hof Aza (ennañ war-dro 10 000 trevadenner israelat), met kuit ez ejont pa gasas Israel e bolitikerezh kuitaat Bandenn Gaza.
Tiriad Judea ha Samaria
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tirirad Judea ha Samaria (Ezor Yehuda VeShomron). Poblañs: 327 750 trevadenner israelat
Kêr vrasañ Israel: Modi'in Illit
Evel-se ez eo renket an trevadennoù israelat (estreget Reter Jeruzalem) e Sisjordania. Abaoe 1967 emañ an tiriad-se dindan ren Israel, hep bezañ staget outañ. Hervez Israeliz zo ez eo ul lodenn eus Douar Israel. N'eo gwelet evel ul lodenn eus Stad Israel gant Stad ebet, na gant ABU.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ En distrig emañ an tachennoù bet gounezet e-pad Brezel ar C'hwec'h Devezh e 1967
- ↑ Aloubet e-pad Brezel ar C'hwec'h Devezh (1967), an aloubiñ-se n'eo ket anavezet gant Stadoù all
- ↑ Regions and territories: The Golan Heights, BBC, 10 a viz Eost 2010, http://news.bbc.co.uk/2/hi/middle_east/country_profiles/3393813.stm