Disheñvelout gwer diouzh glas er yezhoù
Evit livioù traoù an natur dreist-holl e vez graet gant glas e brezhoneg, pa ra un toullad brav a yezhoù all gant ur c'hevatal da wer.
E meur a yezh all dre ar bed emañ kont evel-se, pe neuze eo dishañval c'hoazh an traoù : lakaet e vez "gwer" da vont gant "melen", da skouer. Hervez ar sevenadur ez eo dreist-holl, ha hervez an amzer.
Glas ha gwer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dishañval hervez ar yezhoù eo an doare da zisrannañ ar skalfad gweladus.
E kalzik yezhoù europat a-vremañ e vez lakaet al liv "gwer" da vont eus an trohed 520 nm betek an trohed 570 nm war ar skalfad tredanwarellek, met un darn vras eus yezhoù Europa hag eus lec'hioù all a ra a-hend-all, pa reont gant ur ger evit ar rann 450-530 nm ("glas/gwer") hag unan all evit ar rann 530-590 nm ("gwer/melen").
Melen ha gwer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Carduelis chloris |
Meur a yezh europat a wel an evn-mañ "gwer", evel ar saozneg Greenfinch, pe ar galleg Verdier. Ar brezhoneg a wel anezhañ "melen" avat, p'eo anvet Meleneg ganto. Kement ha ""melenwer" e talvez e anv skiantel.
Livioù hengounel Japan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]#5b8930 | 萌黄 Moegi "Ognon fresk", a vez rummet gant 黄 c'hi, melen |
#6b9362 | 若竹色 Wakatake-iro "Liv bambouz yaouank", a vez rummet gant 青 ao, "glas" |