Dimezelled Llangollen
Eleanor Butler ha Sarah Ponsonby, a zo anavezet e saozneg evel The Ladies of Llangollen, a oa Iwerzhonadezed brudet abalamour d'o c'harantez romantel. Darn a wel enne ur skouer a vignoniezh, darn all a lesbianiezh.
An dimezelled
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eleanor Charlotte Butler (11 a viz Mae 1739 – 2 a viz Mezheven 1829) a oa un dimezell a renk uhel en Iwerzhon, eus an Tiegezh Butler, diskennidi d'ar rouanez Anne Boleyn. Tremen a reas he bugaleaj e kastell Kilkenny en Iwerzhon, hag he zud ne welent enni nemet ur grignerez levrioù. Savet e voe en ur gouent e Bro-C'hall, ha galleg a ouie mat. He mamm a glaskas he c'has d'ur gouent peogwir ne felle ket dezhi dimeziñ.
Sarah Ponsonby (1755 – 9 a viz Kerzu 1832) a veve e Woodstock, en Iwerzhon, ha keniterv a bell e oa da gont Bessborough ha d'e verc'h Caroline Lamb.
O buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne oa nemet un tri c'hard lev etre o daou di. En em gavout a rejont e 1768, ha tamm ha tamm e teuas ar soñj dezho mont da chom pell diouzh o zud, war ar maez, evit chom hep dimeziñ enep d'o c'hoant, evel a felle d'o zud ober. Tec'hel a rejont a-gevret e miz Ebrel 1778 ha dont da chom da Gembre, da Llangollen, en 1780.
Eno e voe sachet an evezh warno ha ken brudet e oant ma terede kalz a dud d'o gwelout, evel ar varzhed Robert Southey, William Wordsworth ha lord Byron, Caroline Lamb (keniterv da Sarah Ponsonby ha serc'h d'ar barzh Byron), Percy Shelley, Walter Scott, hag ivez Arthur Wellesley of Wellington, Josiah Wedgwood ha zoken ar rouanez Charlotte von Mecklenburg-Strelitz a roas un tamm pañsion dezho.
Eleanor Butler a skrive un deizlevr eus o buhez a-gevret.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kaoz zo anezhe el levr Le Pur et l'impur gant ar skrivagnerez c'hall Colette.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Ladies of Llangollen
- [1]
- Luc'hskeudennoù eus o zi e Plas Newydd.
- The Ladies of Llangollen war lec'hienn ar BBC
- Butler et Ponsonby