Die Gänsemagd
Die Gänsemagd (Plac'h ar gwazi) zo ur gontadenn alamanek bet embannet e 1815 en eil levrenn Kinder- und Hausmärchen ("Marvailhoù evit ar vugale hag an tiegezh") ar vreudeur Grimm, dindan an niverenn 3; dindan an niverenn 89 e voe renket adalek an eilembannadur e 1819 ; an niverenn 533 eo er renkadur Aarne-Thompson.
Danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur briñsez, merc'h d'ur rouanez intañvez, zo kaset gant he mamm da bellvro davet he danvez pried. D'ober he beaj he deus bet ur marc'h hud anvet Falada hag a oar komz, hag ur mouchouer warnañ teir zakenn eus gwad he mamm. Gant ur servijourez hag ur strobinell warezer e kemer penn an hent.
E-kerzh ar varc'hekadenn e teu sec'hed d'ar briñsez, setu e c'houlenn digant he servijourez mont davit dour, ha setu respont honnezh :« Kit ho-unan davit dour mar diouerit. Me ne fell ket din bout ho servijourez ken. ». Neuze e rank ar briñsez mont da gaout dour digant ur wazh a zo nepell. Klemmichal a ra: « Petra a c'hoarvezo ganin ? », hag ar strobinell a respont : « Siwazh, siwazh, mar gouife ho mamm e torrfe he c'halon e daou damm. ».
Goude ur predig, setu ar briñsez sec'hedik arre, hag e c'houlenn a-nevez digant he servijourez mont davit dour. A-nevez ivez e lavar honnezh : « Me n'ho servijin mui, lavaret tra pe dra ganeoc'h pe gant ho mamm. » hag e lez ar briñsez kaezh da evañ diwar ar wazh e bolz he daouarnig flour. P'emañ stouet war-du an dour e kouezh ar strobinell a-ziwar he c'herc'henn hag e ya kuit gant ar froud.
Pa wel kement-se, ar servijourez a ro urzh d'ar briñsez eskemm dilhad ha kezeg ganti, en ur lavarout en he lazhfe mar lavarfe tra pe dra a-zivout an eskemm da zen pe zen. Trist an tamm anezhi e tou ar briñsez. Neuze ez a ar servijourez kuit war kein Falada, tra ma rank ar briñsez marc'hegañ war sprec'henn he dimezell. Pan erruont e palez an danvez pried en em ginnig an dimezell evel ar briñsez, hag ar wir briñsez zo kaset da ziwall ar gwazi gant ur paotrig anvet Konrad. Ar falspriñsez a ro urzh ma vefe lazhet Falada, gant aon na komzfe. Keloù eus kement-se a zeu d'ar briñsez, a c'houlenn digant al lazher tachañ penn Falada a-us an treuzoù a gas da annez ar gwazi.
Antronoz e komz ar briñsez da benn Falada : « Falada, Falada, marv out, hag aet eo kement levenez diouzhin. » Ha Falada a respont : « Siwazh, siwazh, mar gouife ho mamm e torrfe he c'halon garantezus e daou damm. ». War pradenn ar gwazi e sell Konrad ouzh ar briñsez o kribañ he blev kaer, ha c'hoant a sav ennañ da gaout ur vlevenn pe ziv. Met merzout a ra ar briñsez, ha lavarout ur strobinell : « C'hwezh, avel, c'hwezh, emezon, kas tog Konrad kuit. Na lez ket Konrad da zistreiñ hiziv kent na vo kribet ma blev hiziv. » Ha setu tog Konrad kaset kuit gant an avel, hag ar paotrig ne c'hall ket distreiñ a-raok m'he defe ar briñsez kribet ha plañsonet he blev.
Kounnaret an tamm anezhañ ez a Konrad davet ar roue hag e lavar dezhañ ne ziwallo mui ar gwazi gant ar plac'h-se abalamour d'an traoù iskis a c'hoarvez. Ar roue a ro urzh dezhañ d'ober ur wech c'hoazh, hag antronoz ez a da guzhat ha da spiañ. Gwelout a ra e oa gwir ar pezh a oa bet kontet gant ar paotrig. Da noz e c'houlenn digant ar briñsez kontañ he istor dezhañ. Met nac'hañ a ra honnezh, abalamour d'he le. Neuze e lavar ar roue e rankfe-hi kontañ d'ar fornigell houarn. A-du e sav ar briñsez, pignat a ra er fornigell hag e kont he istor tra ma chom ar roue e-kichen da selaou.
Krediñ a ra ar roue en he istor, neuze en he laka da wiskañ dilhad roueel hag e c'houlenn digant ar falspriñsez dibab kastiz ur servijourez fall. Honnezh a respont e rankfe ar wall servijourez bout stlejet a-dreuz kêr, en noazh en ur varrikenn gant poentennoù houarn lemm e-barzh. Neuze, setu-hi kastizet en doare-se betek he marv.
Goude-se e timez ar wir briñsez gant ar priñs, hag e renont eürus war o rouantelezh e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kontet e oa bet ar goñchenn d'ar vreudeur Grimm gant Dorothea Viehmann. En embannadur 1815 e oa bet lakaet da niverenn 3 an dastumad, hogen goude e voe da niverenn 89. Skeudennet e voe gant Ludwig Emil Grimm en embannadur 1825, ha gant George Cruikshank en embannadur 1826. Hervez renkadur Aarne-Thompson emañ gant an niverenn 533, hini penn ar marc'h a gomz.
Adkavout a reer ar fornigell houarn-teuz en ur gontadenn all eus an dastumad, Der Eisenofen (KHM 127).