Didier Drogba
Neuz
Didier Drogba zo ur c’hoarier mell-droad a-vicher.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D’an 11 Meurzh 1978 en Abidjan (Aod an Olifant) eo bet ganet.
5 bloaz e oa pa zegouezhas e Frañs.
E 1998 ez eas da c’hoarier a-vicher gant ar Mañs (L2).
E 2002 e c’hoarias gant skipailh broadel Aod an Olifant evit ar wezh kentañ.
E 2003 e sinas gant skipailh Masilia hag e 2004 ez eas ganto betek gourfenn kib an UEFA. Evit 33 milion a euroioù ez eas da Chelsea.
Kluboù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1991 - 1993 : Gwened Olimpek Klub
- 1993 - 1997 : SC Levallois-Perret
- 1997 - Genver 2002 : Le Mans UC 64 krogad, 12 pal
- Genver 2002 - 2003 : War-raok Gwengamp 45 krogad, 20 pal
- 2003 - 2004 : Olympique Marseille 51 c’hrogad, 29 fal
- 2004 - 2005 : Chelsea 60 krogad, 23 fal
Titloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kampion bro-Saoz 2005 gant Chelsea
- League Cup 2005 gant Chelsea
- Community Shield 2005 gant Chelsea