Didier Comès

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Didier Comès (eus e wir anv Diter Hermann Comès) a oa bet ganet e Sourbrodt, ur gêriadenn eus reter Belgia d'an 11 a viz Kerzu 1942. Aet eo da Anaon d'ar 7 a viz Meurzh2003. Alamaneger oa e dad, gallegerez e vamm. Merket eo bet eo oberennoù gant ar c'henstok etre an daou sevenadur. Stourmet en deus evit Wallonia.

Rediet e voe da labourat da 16 vloaz evel treser teknikel en ul labouradeg lien. Enaouiñ a rae en e labour. Em dreiñ a reas war-du ar sonerezh : dont a reas da vezañ un tabouliner jazz anavezet mat. Kregiñ a reas diwezhat a-walc'h gant an tresañ. Embannet e voe oberennoù gantañ evit ar wech kentañ er gelaouenn bemdeziek "Le Soir" e 1968.

Embannet ez eus bet kalz eus e oberennoù e kelaouennoù. Un toullad albomoù a zo bet embannet ivez :

  • Ergün l'errant :

1- Le Dieu vivant, Rossel (Belgia) ha Dargaud (Frañs), 1974.

2- Le Maître des ténèbres, Casterman, 1981.

  • Silence, Casterman, dastumad « Les romans (A SUIVRE) », 1980. "Alfred" ar gwellañ albom ex-æquo e Gouel Angoulême e 1981
  • L'Ombre du corbeau, Le Lombard, dastumad « Histoires et Légendes », 1981.
  • La Belette, Casterman, dastumad « Les romans (A SUIVRE) », 1983.
  • Eva, Casterman, dastumad « Les romans (A SUIVRE) », 1985.
  • L'Arbre-Cœur, Casterman, dastumad « Les romans (A SUIVRE) », 1988.
  • Iris, Casterman, dastumad « Les romans (A SUIVRE) », 1991.
  • La Maison où rêvent les arbres, Casterman, dastumad « Les romans (A SUIVRE) », 1995.
  • Les Larmes du tigre, Casterman, 2000.
  • Dix de Der, Casterman, 2006.

Tri albom a zo bet troet e brezhoneg :

  • Mudig (Silence), lakaet e brezhoneg hag embannet gant Keit Vimp Beo e 1984.
  • Ar gaerell (La Belette), lakaet e brezhoneg hag embannet gant Keit Vimp Beo e 1984.
  • Skeud ar vran (L'ombre du corbeau), lakaet e brezhoneg hag embannet gant Keit Vimp Beo e 1984.