Dic Siôn Dafydd
Dic Sion Dafydd, pe Dic Siôn Dafydd (en doare-skrivañ a vremañ) zo ur C'hembread a ra fae war yezh e vamm en ur flemmgan anvet Cerdd Dic Siôn Dafydd, savet gant Jac Glan-y-gors e 1803. Deuet eo an anv da vezañ patrom ar C'hembread a ra fae war gement tra gembraek zo.
Ur C'hembread eo a ra fae war e yezh hag a varmouz ar Saozon. Mont a ra da Londrez ma teu da vout marc'hadour dilhad. Lavarout a ra en deus ankouaet e gembraeg, hag un deiz pa deu da welout e vamm ha ne oar nemet kembraeg ne fell dezhañ komz nemet saozneg.
Ar varzhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Barzhoneg Jac Glan-y-gors zo savet d'ar C'hembread Dic Siôn Dafydd, den dizesk, "mab Hafoty'r Mynydd Mawr", a zivro eus kreiz maezioù Kembre da Londrez evit uhelaat e renk er bed. Dont a ra da vout marc'hadour-dilhad pinvidik er gêr-benn saoz met kuzhat e orin a ra ha lavarout a ra bezañ ankouaet yezh e gavell penn da benn evit plijout d'e vignoned saoz pinvidik.
Treiñ fall a ra an traoù gantañ un deiz avat, mont a ra e stal da stalig, ma rank distreiñ da Gembre, ken paour evel kent, ha gouzañv goapaerezh e genvroiz, ha betek hini e vamm.
Ac wedi gwneud ei hun i fyny,
I wlâd Cymru fe aeth bob cam,
Yn ei gadair yn ergydio,
Yn gweiddi, 'Helo' wrth fotty ei fam.
A Lowri Dafydd dd'wedai ar fyrder,
"Ai machgen anwyl i ydwyt ti?"
"Bachgen Tim Cymraeg; hold your bother,
Mother you can't speak with me."
A Lowri a ddanfonai'n union,
Am y person megys Pâb,
A fedrai grap ar iaith y Saeson,
I siarad rhwng y fam a'r mab!
Yna'r person nôl ymbledio,
A'i tarawodd ar ei ffon,
Nes oedd Dic yn dechrau bloeddio,
O iaith fy mam, mi fedra hon.
Gwech ebet
Meur a varzhoneg all zo bet diwar-benn Dic Sion Dafydd, dreist-holl en XIXvet kantved, evel y baled poblogaidd gant Abel Jones (Y Bardd Crwst). Ym marddoniaeth yr 20fed ganrif ceir epigram ar yr un testun gan Sarnicol:
- Er gwadio'i dir, a gwadu ei iaith,
- 'Doedd o na Sais, na Chymro chwaith,
- Ond bastard mul,—'roedd yn y dyn
- Wendidau'r mul i gyd ond un;
- Fe fedrodd Dic, ŵr ffiaidd ffôl,
- Adael llond gwlad o'i had ar ôl.[1]
Brud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Unan eus brudetañ barzhonegoù an XIXvet kantved eo ha plijout a ra atav evit doare. Deuet eo an anv 'Dic Siôn Dafydd' da vezañ patrom ar C'hembread a ra fae war e wrizioù, evel an anv "Uncle Tom" e sevenadur an Afrikamerikaned.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Sarnicol, Blodau Drain Duon ( Gwasg Gomer, 1935)