Mont d’an endalc’had

Dic Penderyn

Eus Wikipedia

Dic Penderyn (180813 a viz Eost 1831), a oa anvet Richard Lewis e gwironez, a oa ur micherour eus Kembre a c'hounezas brud dre ma voe e penn Emsavadeg labourerien Merthyr Tudful e 1831.

Ganet e oa bet en Aberafan ha labourat a rae en ur vengleuz glaou e Merthyr Tudful. E mizioù Mae ha Mezheven 1831 e oa krog mengleuzierien Merthyr da vanifestiñ a-enep o goproù izel, ha Richard Lewis a oa unan eus an dud a oa en o fenn. Ken kalet e oa ar manifestadegoù ma voe kaset an arme da Verthyr Tudful. E-pad ur sizhun, e deroù Mezheven, e voe emgannoù etre ar soudarded hag ar vicherourien, a oa armoù ganto ivez. A-benn ar 7 e oa an arme e penn an traoù en-dro, dre nerzh. C’hwec’h den warn-ugent a voe harzet dre m’o doa kemeret perzh en emsavadeg. En o zouez e oa ur mengleuzier 23 bloaz anvet Richard Lewis ha lesanvet Dic Penderyn, diwar anv ar geriadenn ma oa o chom.

Tamallet e voe dezhañ bezañ gloazet ur soudard skosat gant ur vaionetezenn. Daoust ma ne oa prouenn ebet a-enep dezhañ, daoust ma ne oa ket ar soudard gloazet evit lavaret gant piv e oa bet taget, ha daoust ma nac’he Dic Penderyn en dije graet kement-se, e voe kondaonet d’ar marv gant ul lez-varn e Kerdiz. Hiziv e soñjer e fellas d’ar gouarnamant reiñ ur gentel d’an emsaverien, en ur lazhañ unan anezho. Eñ e voe an hini nemetañ a voe kondaonet d'ar marv, pa oa bet harzet ouzhpenn 20 a dud. Krouget e voe Dic Penderyn d’an 13 a viz Eost 1831. Miliadoù a dud a gemeras perzh en e obidoù. Ha goude e varv e voe gwelet evel ur merzher gant tud ar vro, ha pelloc’h zoken.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]