Dic Jones

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Dic Jones (30 Meurzh 1934 – 18 Eost 2009) a oa ur barzh kembraek hag ul labourer-douar eus Ceredigion. Arc'hdrouiz Gorsedd Kembre e voe ivez.

Ganet e voe Richard Lewis Jones e Tre'r-ddôl e hanternoz Ceredigion.Mab d'ul labourer-douar e oa ha labourer-douar e voe ivez, war un atant bihan, "Fferm yr Hendre" e Blaenannerch e kreisteiz Ceredigion.

Dont a reas Dic Jones da vezañ anavezet pa c'hounezas pemp gwech diouzhtu kador Eisteddfod yr Urdd er bloavezhioù 1950.[1] E 1966 e c'hounezas kador an Eisteddfod Genedlaethol en Aberafan, gant ur varzhoneg anvet Cynhaeaf.

Embann a reas ul levr diwar-benn e vuhez betek 1973, gant an titl Os Hoffech Wybod e 1989. En Eisteddfod Vroadel 2007 e voe anvet Dic yr Hendre, e anv-barzh, da arc'hdrouiz da gemer lec'h Selwyn Iolen. Sed a reas en Eisteddfod Kerdiz e 2008, met e 2009 ne c'hallas ket mont da Eisteddfod Y Bala, abalamour ma oa fall e yec'hed.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Barzhonegoù
  • Agor Grwn (1960)
  • Caneuon Cynhaeaf (1969)
  • Storom Awst (1978)
  • Sgubo'r Storws (1986)
  • Golwg ar Gân (2002)
  • Cadw Golwg (2005)
Eñvorennoù
  • Os Hoffech Wybod ... a Chofio Dic (1989)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]