Dafydd Wigley

Eus Wikipedia
Dafydd Wigley e 2006

Dafydd Wynne Wigley, anavezetoc'h evel Dafydd Wigley (ganet d'ar 1 a viz Ebrel 1943), zo ur politiker kembreat. Kannad en anv Plaid Cymru e voe e Ti ar C'humunioù, evit pastell-vro Caernarfon, eus 1974 betek 2001 hag e Bodadenn Vroadel Kembre, evit Caernarfon ivez, eus 1999 betek 2003. E penn Plaid Cymru e voe eus 1981 da 1984 hag eus 1991 da 2000. D'an 19 a viz Du 2010 e voe embannet e oa bet anvet da "bar" gant ar Rouanez Elizabeth II ha bremañ en deus ur sez e Ti al Lorded ma reer "Baron Wigley of Caernarfon" anezhañ abaoe ar 24 a viz Genver 2011[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Rhys, Steffan. Wigley plans to take up his seat in the Lords. walesonline.co.uk. Kavet : 29 Gwengolo 2017.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.