Gian Galeazzo Sforza : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 14: Linenn 14:
*[[Ippolita Sforza]] ([[1490]] - [[1501]]), marvet da 11 vloaz;
*[[Ippolita Sforza]] ([[1490]] - [[1501]]), marvet da 11 vloaz;
*[[Francesco Maria Sforza|Francesco]] (1491-1512),
*[[Francesco Maria Sforza|Francesco]] (1491-1512),
*[[Bona Sforza]] ([[Pavia]] [[13 a viz C'hwevrer]] [[1495]] - [[Bari]] [[19 a viz Du]] [[1557]]) a zimezas d'ar [[15 a viz Mezheven]] [[1518]] d'ar roue [[Sigismondo Iañ Pologn]], marvet dre ar c'hontamm roet dezhi gant he sekretour.
*[[Bona Sforza]] ([[Pavia]] [[13 a viz C'hwevrer]] [[1495]] - [[Bari]] [[19 a viz Du]] [[1557]]) a zimezas d'ar [[15 a viz Mezheven]] [[1518]] d'ar roue [[Sigismond Iañ Pologn]], marvet dre ar c'hontamm roet dezhi gant he sekretour.
*''Bianca Maria'' ([[1495]]-[[1496]]).
*''Bianca Maria'' ([[1495]]-[[1496]]).



Stumm eus an 13 Mez 2011 da 13:29

Gian Galeazzo Sforza, Leonardo da Vinci (?), 1483
Gian Galeazzo Maria Sforza (a sin) gant e eontr Ludovico il Moro.
Restr:Isabella of Aragon.jpg
Isabella d'Aragona, priñsez eus Rouantelezh Naplez.

Gian Galeazzo Sforza, pe Giovan Galeazzo Maria Sforza ganet d'an 20 a viz Mezheven 1469 en Abbiategrasso, marvet d'an 22 a viz Here 1494 e Pavia, da 25 bloaz, a oa 6vet dug Milano e dibenn ar XVvet kantved.

Istor

Dug e voe war-lerc'h e dad Galeazzo Maria Sforza (lazhet e 1476), dindan renerezh e vamm Bona di Savoia (1449 - 1503) da gentañ, dindan hini e eontr Ludovico il Moro goude, met hennezh a dennas pep galloud digantañ.


Dimeziñ ha bugale

Dimezet e voe d'an 2 a viz C'hwevrer 1489 da Isabella d'Aragona (1470 - 1524), keniterv dezhañ, merc'h Alfonso, roue Naplez. Miz a-raok o eured e voe c'hoariet ur c'hoarigan anvet Festa del Paradiso (Fest ar baradoz) skrivet gant Bernardo Bellincioni, ha leurennet gant Leonardo da Vinci .

Pevar bugel o doe:

E varv

Tennet e voe pep galloud digantañ gant e eontr Ludovico Sforza a oa levier de facto dugelezh Milan e-pad ur pennad.

Mervel a reas Gian Galeazzo e 1494 e Pavia , ha hervez an istorour italian Francesco Guicciardini a skrivas La Historia di Italia (hervez anv embannadur 1561 e Firenze):

Hervez ar vrud e oa deuet ar marv d'an dug Giovan Galeazzo dre re a abadennoù c'hoari daou ; koulskoude e krede kalz tud en Italia ne oa ket naturel e varv na deuet diwar c'hoantegezhioù met diwar gontamm ... ur medisin eus al lez ... a lavare en devoa gwelet sinoù a gement-se. Ne oa arvar ebet da zen e oa bet roet ar c'hontamm, ma oa diwar gontamm e oa, gant e eontr Ludovico Sforza ...


En e raok:
Galeazzo Maria Sforza
Duged Milano
thum

1476 - 1494
War e lerc'h:
Ludovico Sforza